Filmoù festival Pesketaerien ar bed da welet war internet
Muioc'h-mui a salioù sonerezh, a salioù c'hoariva a ginnig sellet ouzh arvestoù en-linenn. Gant festival sinema Pesketaerien ar bed a oa sañset bezañ dalc'het e Bro An Oriant e fin miz Meurzh eo bet lakaet war internet pevarzek film a c'heller sellet digoust betek an 20 a viz Mae.

Evel-just abalamour d'ar prantad kenfinañ ha d'ar c'horonaviruz ne c'hellomp ket ken mont d'ar sinema, d'ar c'hoariva, da welet abadennoù hag ur bern darvoudoù a oa bet nullet pe a vo nullet evel da skouer Festival filmoù Pesketaerien ar bed a oa sañset da vezañ dalc'het e Bro An Oriant e fin miz Meurzh.
Pevarzek film da sellet betek an 20 a viz Mae
Dibabet eo bet gant skipailh ar Festival pevarzek film a lak ac'hanomp da brederiañ diwar-benn ar besketerezh an deiz a hiziv, filmoù n'int ket bet skignet war ur skramm bras e Bro An Oriant e fin miz Meurzh ha gallout a rit sellet outo b'ar gêr betek an 20 a viz Mae .