Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Cinéma

Kempennet eo bet skeudennoù ar film "Mein a-enep fuzuilhoù"

-
Par , , France Bleu Breizh Izel

Na pegen souezhus istor ar film-mañ ! Filmet e oa bet gant Nicole ha Felix ar Garreg e-pad ar stourm a-enep da greizenn nukleel e Plogoñv. Kempennet eo bet ar skeudennoù ha skignet e vo ar film mod nevez en ur bern salioù-sinema deus ar vro.

Pedet e oa bet Felix ha Nicole Ar Garreg e Cannes e miz Gouere 2019
Pedet e oa bet Felix ha Nicole Ar Garreg e Cannes e miz Gouere 2019 © Maxppp - Fred Dugit

"Ar publik eo 'ra ur film" eme Nicole ar Garreg. Ha dav eo lavar eo ken plijet all an dud hiziv-an-deiz ! Kempennet eo bet skeudennoù ar film "Mein a-enep fuzuilhoù" gant ul laboratoer arbennik e Pariz. Ul labour a bevar miz a zo bet kaset a-benn gant Pascale ar Garreg, he merc'h. "Ni zo bet estonet 'lies gant ar film !"  Ne oant ket evit soñjal e vefe kement a berzh gant o film. "40 vloaz goude ne m'efe ket kredet, ha ni 'zo bet 'ba Cannes, setu ni 'zo bet souezhet kompletamant gant Plogoñv !" Mont da bourmen o c'halite war tapiz ruz Cannes, ur sapre afer 'vat a oa evit ar c'houplad bigouterien !

Ur stourm arouezus... peogwir eo bet gounezet

"An dud sell anezhañ bremañ, n'eo ket 'giz gwechall. Aze voe stourm, 40 vloaz-zo, ha hiriv z'eus stourm ivez ! An dud n'int ket kontant hiriv ha 'ba Plogoñv n'in neus gounnêt. N'añ encourage an dud ivez" a soñj ar sevennourez.  

Stumm nevez film Plogoff, "Des pierres contre des fusils" a zeuio er-maez e salioù sinema Breizh d'ar Merc'her 5 a viz C'hwevrer, hag e lec'h all d'an 12. Skignet 'vo a-raok an holl d'ar Gwener 24 a viz Genver da 8e er sal-sine Katorza e Kemper. Mont 'raio Nicole ha Felix ar Garreg da gantreal da heul o film 'benn kinnig anezhañ. Moien 'zo gwelet e pelec'h ha peur e vo skignet war o lec'hienn internet : nicoleetfelixlegarrec.com

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu