Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Fent : dizoloit parodienn ar Prizioù 2020 !

Par

Gant ar prantad kenfinañ a vevomp holl n'eo ket aes bemdez c'hoarzhin ha kaout fent. Evit lakaat ac'hanomp da soñjal e traoù all e-pad 5 munutenn en deus Lõrs Jereg skignet war e bajenn Facebook ur barodienn eus ar Prizioù 2020.

Abaoe meur a vloaz e vez kinniget ingal videoioù farsus war pajenn Facebook Lõrs Jereg . Gant an dudenn ijinet-mañ e vez graet parodiennoù a bep seurt evel "Brav an amzer" gant Orelstourm feat. Stromaeg, Pardon Spazhet pe c'hoazh Renaud a gomz Brezhoneg !

Publicité
Logo France Bleu

Parodienn ar Prizioù 2020

E-pad ar prantad kenfinañ-mañ en deus divizet Lõrs Jereg kinnig d'an dud ur parodienn eus abadenn ar Prizioù 2020. Rak evel-just e oa bet nullet gant Frañs 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg an abadenn wir a oa da vezañ enrollet sañset d'ar Gwener 13 a viz Meurzh e sal an Archipel e Fouenant met abalamour d'ar c'hovid-19 ne oa ket bet graet.

"Prizioù 2020 : Gwellañ Pladenn" eo un abadenn kinniget gant Yann-Herle Gourvezvank feat. Rozenn Toilets, Lors Jouin de Cul'ass & Dom Dur a vez gwelet e-barzh. Pemp munutenn fent e brezhoneg neuze !

Publicité
Logo France Bleu