Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

13, straed ar Skav-gwrac'h, ur romant gant Loeiza an Duigou

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Après Rampo, voici le second roman pour ado de Loeiza an Duigou ! Halloween approche à grands pas et le vent est porteur de bonnes nouvelles. Le déménagement à Kerlutig offre un nouveau départ à Sally et son père. Cependant, les murs difformes de leur appartement semblent cacher d’anciens mystères.

Golo gant Nathalie Almange
Golo gant Nathalie Almange

Emañ Halloween o tostaat hag an avel o c’hwezhañ keloù mat. Ur vuhez nevez en em ginnig da Sally ha d’he zad p’emaint o kas o malizennoù etrezek Kerlutig. Mogerioù ar savadur tort avat, a seblant mirout kevrinoù kozh. Mennet eo ar plac’h yaouank d’o dirouestlañ gant skoazell amezegez an trede estaj, hag un tammig hudouriezh. Met klask respontoù n’eo ket ur c’hoari dister, dreist-holl pa vev nepell tud ha n’ho pije ket c’hoant kejañ gante en deñvalijenn.

Lennadenn_13 straed ar Skav-gwrac'h. Loeiza An Duigou. Keit Vimp Bev

- 13, straed ar Skav-gwrac'h, amañ emañ ! a estlammas ar veleganez, he daoulagad ken ront ha bouloù ping-pong peg ouzh gwerenn ar c'harr-tan. Buket e oa he selloù war ar savadur. Iskis, kozh, tort. Stabilaet e oa gant ur wezenn. Hep ar skourroù ponner, heñvel ouzh divrec'h ur vamm-gozh o vriata anezho, e vije kouezhet ar mogerioù en o foull abaoe pell.

A-hed he skoliataerezh eo bet Loeiza an Duigou e Diwan. Ar brezhoneg hag istor an arzoù he deus studiet goude-se,  e Roazhon. Er penn-kentañ eo bet ar skritur un afer a bariadenn ganti hec’h-unan, skrivañ un istor eus ur penn d’egile e yezh ar c’h, ar ch hag an ñ evel-just. Ul levrig he deus skrivet neuze, anvet Rampo, embannet gant Al Liamm. Abaoe ar prantad-se e tremen Loeiza an Duigoù hec’h amzer o c’hoari kartoù en ur evañ cappucino, hag o skrivañ ha deskiñ en ober. Fellout a ra dezhi treuzkas fromoù ha santadurioù ken kreñv hag ar re a c’heller bezañ treuzet ganto pa ‘n em souber e bed al lennegezh evit ar re yaouank, al lennegezh faltazi pe voliac’h.

13, straed ar Skav-gwrac'h . Keit Vimp Bev , Here 2020. Rummad Priz ar Yaouankiz

Choix de la station

À venir dansDanssecondess