Ar skrivadenn - Aada ha Narki
Ur romant skrivet gant Goulc'han Kervella e 2008 embannet gant Al Liamm.

E Breizh emaomp, e Tremenac’h-Plougerne pe un tamm pelloc’h kostez ar C’hurnig-Gwiseni da vare ar Mezolitik. Daou zen yaouank, paotr ha plac’h, Aada ha Narki en em gavo ha pa ne vijent ket eus memes meuriad. Kregiñ a ra an istor gant obidoù an Ozhac'h meur, 4 gour yaouank a zo o tougen korf an Ozhac'h meur war ur c'hravazh graet gant skourroù gwez, livet, kinklet eo ar c'hozhiad marv.
Al lennadenn
Gant ampartiz ha gouiziegezh e oar Goulc’han Kervella taolenniñ buhez an dud d’ar mare-se kostez an aod. Lod diouto a zo chaseourien, lod all a zo mesaerien ha prestik e vo dizoloet ganto al labour-douar. A-unan emañ an dud gant an natur hag ar mor forzh pegen taer ha garv e vije an darempredoù etrezo gwech dre vare.
Ar skrivadenn
N'eo ket war-zu ar c'huz entanet gant an heol diskennet en tu all d'an inizi eo e sellas, hogen etrezek traoñienn ar C'hurnig. Eno edo e holl spered abaoe meur a nozvezh oa. Abaoe m'en doa gwelet Narki, ur plac'h yaouank kaer-meurbet eus meuriad an tiez-prenn.
E 2014 eo deuet al levr " Aada ha Narki, etrezek an inizi
" e ti Al Liamm.
Aada ha Narki a zo deut da chom e traoñienn Gwennan. Ganto eo deut Lasa, breur Narki.
Emeur o sevel ur grugell war un dorgenn. Abaoe meur a loariad eo aet Lasa kuit. N’en em blije ket o labourat douar ha sevel loened. Aet eo da heul ar chaseourien diwezhañ evit bevañ ur vuhez c’houez.
Goulc'han Kervella, ganet e Plougerne a zo komedian, leurenner, saver pezhioù-c'hoari ha skrivangner romantoù ha danevelloù. O labourat gant Strollad Ar Vro Bagan dibaoe 1973. Skridoù all : Lara e 1989, Ar chase 1980 ha Brezel ar rigadell e 1994 gant Al Liamm .Dre ar prenestr 2006 N'eus ket a garantez eürus,2015 Skol Vreizh .Mari-Vorgan ar Glandour 20016, Al Liamm. Distro Jarl eus ar brezel, 2018 Skol Vreizh, Temptadur ar c’hloareg Frañsez 2018 Aber.