Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - ANKEN, an danevell Fantig

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Un dastumadenn danevelloù embannet gant Al Liamm e 2011.

ANKEN
ANKEN

9 danevell tro d'an Anken skrivet gant Erwan Hupel, Malo Bouëssel du Bourg, Herve Gouedard, Herve Bihan, Jef Philippe, Argawaen pe Tudual Audic. Fantig a zo bet Skrivet gant Erwan Hupel (mouezh Nikol ar Vourc'h a gaver war ar CD a za da heul al levr) Pajennoù kentañ an danevell dioustu, diwallit skrijus eo....

Al lennadenn

Fantig - Erwan Hupel

"Choazet hon eus sevel un dastumad tro d’un danvez, un trivliad,... An anken, da gregiñ ganti. Perak an anken ? Klevout a reomp c’hoazh paotred o « gwrizioù don » o lavaret ez eo aze un danvez breton. Ur wech graet hor soñj ganeomp n’hon doa bet nemet lenn Al Liamm d’ober ha diskoachañ danevelloù deus ar re skrijusañ e pajennoù ar gelaouenn. En dro-mañ emaomp gant ul levr... da selaou. Perak lenn levrioù d’an dud er gevredigezh a hiziv ? D’ar re na ouzont ket lenn, d’an dud dall da c’hellout kaout o gwalc’h a lennegezh e-giz ar re all. Ha pelloc’h c’hoazh, da gement hini ac’hanomp da c’hellout lenn er c’harr-boutin, en tren, en e garr-tan, er straed... Sed aze perzhioù gwellañ al levrioù da selaou. Ha d’ar re a vez o teskiñ ar yezh hag a gav, siwazh, muioc’h a dud da gavout abeg en o brezhoneg diasur eget da sikour anezho da vont war-raok e talvezo al levrioù da selaoù da glevout brezhoneg bev !".

Anken golo gant Ronan Ménardeau
Anken golo gant Ronan Ménardeau

Ar skrivadenn

Skrivadenn - Fantig

Pa gave dezhi he doa paket a-walc'h e chome difiñv ar vamm evit terriñ e c'hoant skeiñ gant an tad. C'hoari a rae ar marv bihan...da c'hortoz gwelloc'h. Me, chom a raen skoachet 'tav. Krenañ. Gedal fin an abadenn.

Erwan Hupel, ganet e 1975 e Roazhon , zo kelenner, skrivagner ha troour

Oberennoù Pennañ : Yudal!, Al Liamm, 2013, Tapet Priz Langleiz 2013. Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ?  Al Liamm, 2018. Chuchumuchu, Al Liamm 2019. Levrioù evit ar vugale Ar brammoù, TES, 2007. Istor du ar familh yar, Embannadurioù Goater 2012. Troidigezhioù Kêr al loened George Orwell, Skrid, 2011. An estren Albert Camus, Skrid, 2016.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess