Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - Ar c'hlasker-aour ha danevelloù all

Par

Un dastumad danevelloù bet skrivet gant Loeiz Gwilhou, nevez embannet gant Al Lanv.

Ar c'hlasker-aour Ar c'hlasker-aour
Ar c'hlasker-aour

Skridoù faltazi, fent ha denegezh enno, awenet gant planedennoù tud eus Pontekroaz hag eus ar C'hab. Ur veaj en amzer eus deroù ar c'hantved diwezhañ betek an deiz a hiziv. Lennet e vo deoc'h penn kentañ " Teñzor koad Santez Barba " e Pontekroaz, ur mintin eus miz Gwengolo 2025...

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

Aber ar Gwaien, ur gweledva dispar hag er ganol dre izelvor, abaoe mizioù ha dindan forzh peseurt amzer, e ya an den war-raok, goustadik, o reiñ d'e damouez aourer luskadoù anavezet gant den ebet paneve ar wir glaskerien-aour. Met hemañ, diseblant ouzh goapererezh ar bonterien, a c'hoartoz e zigoll ha c'hoarzho mat an diwezhañ c'hoarzher...

Ar skrivadenn

loading

Bevet en doa ur vuhez plaen e-pad bloavezhioù, ha chomet e vije bet dizanv pell amzer c'hoazh, difrouz hag humbl evel ma oa, istimet gant an holl, me ne vije ket c'hoarvezet gantañ un dra dresit-ordinal, un darvoud a reas anezhañ un den brudret-tre, n'eo ket hepken er Pont, met e Breizh a-bezh, ha betek en tu-hont da harzoù Bro-Frañs : Pierrot oa deuet pinvidik-mor eus un deiz d'egile.

Ponter a-berzh mamm eo Loeiz Gwilhou ha tener e galon ouzh kêr-benn ar C'hab hag ouzh tud e vro.

Golo al levr luc'hskeudenn Bernard Maussion
Golo al levr luc'hskeudenn Bernard Maussion

Ar c'hlasker-aour, Embannadurioù Al Lanv , 2020.

Publicité
Logo France Bleu