Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - Ar marc'h glas

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Romant kentañ Riwal Huon, Embannadurioù Al Liamm 2010.

Ar marc'h glas
Ar marc'h glas

Ar marc'h-glas eo an takad bihan glas a zeu war-wel tu pe du en oabl, goude e vije duadennoù e-leizh, keloù galv gante. briñsadoù hon eürusted d'e heul, e tremen ar marc'h-glas hebiou deomp, didrouz ha splann koulskoude...ma ne daolomp ket evezh.

E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale.

"Pep hini en devez e sekrejoù a zifoup a-wechoù e-giz eus ur godell didoulet "

Al lennadenn

Lennadenn Ar marc'h glas

« ...Tamm-ha-tamm e savas c’hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. .» Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec’het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C’hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all

Ar marc'h glas - Golo gant  Brieg Huon
Ar marc'h glas - Golo gant Brieg Huon

Ar skrivadenn 

Skrivadenn Ar marc'h glas

Hi a oa eno, gwisket ur sae sklaer flamm ganti, otañsal en-dro d'an daol hag o labourat war un dro, o c'hoari evel ur plac'h vihan didrubuilh. En heblev kempenn e oa ur spilhenn-alc'hwez vouk, soñj mat 'm eus. Luc'hiñ a rae ; ur steredenn en oabl an noz.

ar marc'h glas - 2010
ar marc'h glas - 2010

Prizioù bet tapet gant romant Riwal Huon : Priz Langleiz ar romantoù brezhonek e 2010. Priz Sten Kidna, loread 2011 roet e Kêr ar Bonoù. Priz ar romantoù e brezhoneg roet gant Kêr Gwened e 2011. Roet e vez ar priz-se da geñver Saloñs Levrioù Breizh e Gwened. 

Riwal Huon ganet e Brest e 1957, Danevelloù neus bet embannet er gelaouenn Al Liamm, ar romant Merc'hed gwisket e du a zo deuet ivez gantañ e 2015 hag e 2017 Park Balan e Embannadurioù Al Liamm ivez.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess