Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - AN DAMEZ PIKEZ, Aleksandr Pouchkin

Par

Troet diwar ar galleg gant Jakeza Al Lae. Embannet gant Skol Vreizh e 2009

An Damez Pikez An Damez Pikez
An Damez Pikez

E Sant Petersbourg, en XIXvet kantved, e vez c'hoariet kartoù- ken-ken. E ti Naroumof, letanant er gwardoù war varc'h, tro 5eur mintin e vez tud tro d’un daol, Tomski a zispleg d’ar reoù all istor e vamm-gozh Anna Fedotovna 80 vloaz a ne c’hoari morse kartoù !

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

Hermann, ur soudard berr-arc'hant, a blijfe dezhañ ober krazadenn. Ha just a-walc'h e teu da c'houzout he deus un itron gozh ur sekred : homañ a oar an teir c'hartenn drec'h. Penaos e c'hallo-eñ kaout ar sekred-se ? N'eus ket diouer a ijin gant Hermann ha prest eo ar paotr d'ober e seizh gwellañ. N'emañ ket en-gortoz divizout gant un tasmant, avat...

Ar skrivadenn

loading

Intron emezañ, gallout a-walc'h a rafen prestañ an arc'hant deoc'h ; gouzout a ran, avat, ne vefe ket disammet ho spered nemet goude bezañ bet restaolet anezhañ din ha n'em eus ket c'hoant en em dennfec'h eus un enkadenn evit kouezhañ en unan all. Un doare a zo da gaout digoll. Ret eo deoc'h gounit an arc'hant-se en-dro...

Aleksandr Pouchkin 1799-1837, Barzh, romantour ha dramatour eo bet, unan eus tadoù al lennegezh rus modern. Troet e oa bet An Damez Pikez e 1834 gant Mérimée e galleg, ha bremañ gant Jakeza Al Lae, bet kelennerez e Skolaj Diwan Plijidi.

An Damez Pikez, Skol Vreizh , 2009

Publicité
Logo France Bleu