Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - An Dervenn

-
Par , France Bleu Breizh Izel

An dervenn a zo ur romant evit ar grennarded bet skrivet e 2008 gant Mich Beyer, ul levr a-vremañ evit un istor a-vremañ, tud dispartiet, familhoù adaozet, bugale o klask gwelet sklaer ha diluziañ kudenn o orin.

Levrioù ar sizun, An Dervenn
Levrioù ar sizun, An Dervenn © Radio France

Veig a zo deuet de glask Malo e fin an devezh dirak al lise. Bez emaint ouzh taol en un davarn, Veig a lavar " Gevier a zo bet malet din !" 

Al lennadenn

Lennadenn An Dervenn

Piv omp ? piv a re a vev tro-dro deomp ? peseurt liamm hon eus, ni, ganto ? piv eo hor c'herent, ar re a gar ac'hanomp ? Ur c'hlask en deus boulc'het Veig. N'en do fin ebet ken, betek kaout ur respont.

An Dervenn - keit Vimp Bev
An Dervenn - keit Vimp Bev

Ar skrivadenn

Skrivadenn An Dervenn

E skoazellañ a rafe eta par ma c'hallfe, o toujañ difazi d'al lezenn a oa etrezo o-daou. Un emglev start ha na oa bet biskoazh dislavaret betek-henn.

E gwirionez ne oa ket breudeur an daou-se, nag a-bell nag a-dost.

Mich Beyer he deus skrivet danevelloù ha romantoù e brezhoneg. Studioù war al lennegezh he deus bet graet ha bet eo o kelenn en ur skol Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ.

He romantoù : Ar Pennoù Koltar war an enez ,Ur romant polis-faltazi, embannet gant An Here e 1991. Ar Pennoù Koltar e Menez Are ,An Here ,1993. An Dervenn, Keit Vimp Bev e 2008. Priz ar Yaouankiz 2008. Seizh Devezh warn-ugent, an Alarc'h ,Priz Frañs 3 ar romant gwellañ e 2007. Etrezek an enez ,An Alarc'h e 2007, Priz Langleiz 2008. Teñvalijenn, An Alarc'h e 2009. Kan ar Mein, An Alarc'h, Priz Unvaniezh Skrivagnerien Vreizh 2010. Andon ar gasoni, An Alarc'h, 2011. Azvent, An Alarc'h, 2013. Troiad en Ifern, An  Alarc'h, 2017. An dilastezer, An Alarc'h, 2018.

Troidigezhioù  : Anna Vreizh, gant Jacqueline Favreau, Delioù e 2004. Ti ar Bobl  gant Louis Guilloux, Embannet gant An Here. Ur person evit enez Sun diwar Un recteur de l'île de Sein gant Henri Queffélec, An Alarc'h Embannadurioù, 2016. Istor fentus Stadoù hag Impalaerezhioù al Loar (diwar L'histoire comique des États et Empires de la Lune gant Savinien Cyrano de Bergerac, 1657), An Alarc'h Embannadurioù, 2017.

An Dervenn, Keit Vimp Bev, 2008. 98 p

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu