Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - An dilojañ

Par

Ur romant skrivet gant Yann-Fañch Jacq e 2011 evit Priz Ar Vugale. Mignonezed bras eo Marion ha Chloé, er skol hag er vuhez.

An dilojañ - Keit Vimp Bev An dilojañ - Keit Vimp Bev
An dilojañ - Keit Vimp Bev

Met diaes e vo dezho derc'hel gant o darempredoù p'emañ Chloé o vont da zilojañ. B'ar romant e vez kavet a bep-eil ur pennad gant Chloé hag unan gant Marion. 

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn 

loading
An dilojañ Yann-Fañch Jacq

Ar skrivadenn

loading

Aet eo Chloe kuit. A wechoù e tremenan dirak an ti, he zi gwechall, ha trist e kavan gwelet eo serr an abravantoù. Nag a blijadur hon eus bet en ti-se, er gambr dindan an doenn, er c'harrdi, el liorzh.

An dilojañ a oa war ar renk evit Priz ar Vugale 2011.Ur genstrivadeg eo, aozet gant Féa ha Keit Vimp Bev. Pevar levr a vez choazet bep bloaz gant ur juri, hag e vezont embannet gant Keit Vimp Bev. Adalek miz Du e vez kaset al levrioù urzhiet gant ar skolioù. Lennet e vez al levrioù a-hed ar bloavezh hag e vez votet gant ar c'hlas evit al levr gwellañ !

Yann-Fañch Jacq a zo ur c'helenner, ur skrivagner hag un embanner. Meur a vicher en deus bet graet, a-raok dont da vezañ kelenner e Diwan. Gantañ eo bet savet an ti-embann Keit Vimp Bev

Publicité
Logo France Bleu