Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - Enez ar Rod

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Ur romant skiant faltazi skrivet e brezhoneg gant Langleiz e deroù ar bloavezhioù daou-ugent. E 2000 da geñver 25vet deiz-ha-bloaz marv Langleiz o deus Mouladurioù Hor Yezh adembannet al levr, Langleiz a oa bet evito e-pad pell ur vojenn hag arouez an amzer-da-zont.

Enez A Rod - LANGLEIZ
Enez A Rod - LANGLEIZ

Goude peñse he bag e-pad ur barrad arnev ec'h en em gav Liliana war ENEZ AR ROD. Eno e ra-hi anaoudegezh gant enezidi iskis o vevañ dindan ur volz hag a vir oute da gaout an disterañ darempred gant ar peurrest eus ar bed. "Na deiz na noz, nag heol na loar, na glav nag avel !... na frouezh, na bleunioù, na geot..." war an enez.

Al lennadenn

Lennadenn Enez Ar Rod

Golo ha koadengravadurioù e diabarzh al levr bet savet gant Langleiz
Golo ha koadengravadurioù e diabarzh al levr bet savet gant Langleiz

Setu ar pezh a skrive Maodez Glandour diwar-benn Liliana, tudenn-bennañ an oberenn : "Garmiñ a ra al levr-mañ war-du ar sklerijenn wirion : setu e gaerder. Liliana eo ene Breizh, a glasker lazhañ war zigarez e ve ur follez. Liliana eo spered an den, a venner mougañ en anv ar mekanikerezh. Liliana eo hon ene penn-da-benn"

Ar skrivadenn 

Skrivadenn Enez Ar Rod

Biskoazh n'he doa klevet lavarout edo o vevañ war an douar loened ken divalav hag hennezh...ur penn ramzel dezhañ, ront evel ur sukrinenn, gant daoulagad bihan divalvenn, du-pod (a bare outi divuhez), un toullig-kreiz hepken e-lec'h fri, toulloùe-giz divskouarn, ha dindan e doullig-fri, ur genou toullheñvel ivez, bepred damzigor.

Golo Enez ar Rod Mouladurioù Hor Yezh 2000
Golo Enez ar Rod Mouladurioù Hor Yezh 2000

Ganet eo Langleiz  pe Xavier de Langlais e Sarzhave 1906. Da skol an arzoù-kaer e Naoned ez eas  pa grogas da labourat gant «Unvaniez ar Seiz Breur» (1924). War un dro e studie gwenedeg o komz gant tud ar vro. E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e skol an arzoù-kaer ha d'ar Sorbonne. Langleiz a zeuas da vezañ tresour-livour. Kelenner e voe e skol an arzoù-kaer e Roazhon adalek 1948. E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur. Mervel a reas e Roazhon e 1975.

ENEZ AR ROD : Ar c'hentañ embannadur anezhañ, kaset da benn gant Skrid ha Skeudenn, a voe peurzistrujet e-pad ar bombezadegoù a c'hoarvezas e 1944. N'eo nemet e 1946 ma teuas er-maez L'Île sous cloche, an droidigezh c'hallek graet gant Langleiz hag embannet gant Les Portes du Large. E 1949 e teuas er-maez an doare brezhonek Enez ar Rod a-drugarez d'Ar Balb (Breuriezh Al Levrioù Brezhonek) a-raok bezañ adembannet e 2000 gant Mouladurioù Hor Yezh

Levrioù all gant Langleiz : An diou zremm, embannet e 1933 gant Gwalarn hag adembannet e 1944 gant C'hoariva Breizh. Ene al linennoù, 1942 gant Skridoù Breizh. Tristan hag Izold, 1958 hag adembannet e 1972 gant Al Liamm (troet diwar ar galleg).Romant ar roue Arzhur, embannet e 1975 gant Al Liamm (troet diwar ar galleg).

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu