Ar skrivadenn - Evel ki ha kazh
Ur romant evit ar re vihan bet skrivet e 2009 gant Muriel ar Morvan evit Priz ar Vugale, embannet eo bet gant Keit Vimp Bev.

Eürus e oa ar gazhez Steredenn e ti Eflamm ha Morgan betek m'en em gavfe Filou ar c'hi ! Abaoe n'eus nemet reuz.
Al lennadenn
Ar c'hi Filou a oa sanset chom evit daou zevezh en ti ! Kavet oa bet gant Silvi ur genlabourerez da mamm Morgan hag Efllam, sot gant al loened.
Ar skrivadenn
Setu penaos en em gavas Filou er familh. Rak, evel-just, ne voe ket adkavet e vestr kent ha moarvat ne felle ket da hemañ adkavout e gi.
Muriel ar Morvan a zo kazetennerez , priziet eo bet he zanevell Un nozvezh orañjez-fluo e 2011 gant Ti-Kêr Karaez. Tri levr he deus skrivet evit ar re yaouank e ti Keit Vimp Bev : Krampouezh pe pizza e 2004_, Penaos lakaat Itron al Loar da c'hoarzhin_ e 2008 hag Evel ki ha kazh.
PRIZ AR VUGALE : Ur genstrivadeg eo, aozet gant Féa ha Keit Vimp Bev. Pevar levr a vez choazet bep bloaz gant ur juri, hag e vezont embannet gant Keit Vimp Bev. Adalek miz Du e vez kaset al levrioù urzhiet gant ar skolioù. Lennet e vez al levrioù a-hed ar bloavezh hag e vez votet gant ar c'hlas evit al levr gwellañ !