Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Retrouvez les résultats définitifs du second tour des Municipales, commune par commune

Tous les résultats
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - KOKTEL AR VUHEZ Danevelloù-buhez

-
Par , France Bleu Breizh Izel

15 danevell skrivet gant Jil Penneg e 2020 hag embannet gant Al Liamm. "Koktel en departamant" a vo kinniget deoc'h amañ.

Koktel ar vuhez
Koktel ar vuhez

En danevell gentañ "Koktel en departemant" e vo graet ganeomp anaoudegezh gant un neubeut tudennoù, Kevin 37 kelenner war ar brezhoneg er c'hentelioù noz a neus resevet ur bedadenn evit ur c'hoktel " Fañch ar Gall, prezidant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed zo laouen ouzh ho pediñ da lid-digeriñ an diskouezadeg Salvador Dali ha Breizh. D'ar Yaou 8 a viz C'hwevrer 2018 da 6e00". Plij a ra seurt degouezhioù dezhañ da gentañ evit mont da bakañ e vanne hag e damm kreun....

Al lennadenn

Lennadenn - Koktel ar vuhez

Perzh dibar an torkad danevelloù-buhez-mañ eo al liamm start bet itriket gant Jil Penneg evit kontañ buhez tud ordinal o vevañ e Breizh hiziv an deiz. Ur peur bennak en em gavo Yann-Bêr, Bénédicte, Anna, Natalia, Kevin, Youenn, Siril... Tudennoù disheñvel-mat an holl anezho, war memes roudenn digor frank war ar bed pe war memes skoasell enk e turmud ar vuhez. Dibaboù luziet a rankint ober a-wechoù. Lod a ouezo ren o buhez laouen ha disoursi, lod all avat ne rint ket.

Diwar e ijin puilh hag e faltazi e oar Jil Penneg reiñ un tañva eus liesseurted ha pinvidigezh an darempredoù kreñv ha bresk skoulmet gant e dudennoù, amañ er vro.

Koktel ar vuhez - Koktel en departamant, Jil Penneg
Koktel ar vuhez - Koktel en departamant, Jil Penneg

Ar skrivadenn

Skrivadenn - Koktel ar vuhez

Bénédicte, sot gant Kevin, a oa deut ivez d'ar c'hoktel, o sellet outañ a-bell e oa. Hanter guzhet e oa met pizh e selle ouzh Kevin da welet gant piv e oa o komz. Badaouet e oa dija gant ar banneoù gin bet evet ganti er gêr.

Jil Penneg a zo komedian a vicher evit ar c'hoariva, ar filmoù hag an advouezhiañ, troour, kazetener, bet eo bet  kelenner war ar brezhoneg ivez, ganet e Kemper e 1959. Skrivet e deus Jil danevelloù evit Al Liamm, pennadoù evit Al Lanv pe Bremañ.

D'ar skol ! Diwan, 40 ans/bloaz, a zo bet embannet gant Locus Solus e 2017

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu