Ar skrivadenn - KOKTEL AR VUHEZ, Jil Penneg
Danevelloù-buhez; 15 danevell skrivet e 2020 hag embannet gant Al Liamm. "Yann-Bêr ar c'hontroller SNCF" a vo kinniget deoc'h amañ.

Perzh dibar an torkad danevelloù-buhez-mañ eo al liamm start bet itriket gant Jil Penneg evit kontañ buhez tud ordinal o vevañ e Breizh hiziv an deiz. Ur peur bennak en em gavo Yann-Bêr, Bénédicte, Anna, Natalia, Kevin, Youenn, Siril... Tudennoù disheñvel-mat an holl anezho, war memes roudenn digor frank war ar bed pe war memes skoasell enk e turmud ar vuhez. Dibaboù luziet a rankint ober a-wechoù. Lod a ouezo ren o buhez laouen ha disoursi, lod all avat ne rint ket.
Diwar e ijin puilh hag e faltazi e oar Jil Penneg reiñ un tañva eus liesseurted ha pinvidigezh an darempredoù kreñv ha bresk skoulmet gant e dudennoù, amañ er vro
Al lennadenn
Ar skrivadenn
Neuze e oa bet ur mell afer evitañ, er penn kentañ, klask ober van da vezañ drouk gant an dud, hag ober fas koad. Dont a rae a-benn met gant kement a boan ma oa en em lakaet da evañ buan a-walc'h evit derc'hel start d'ar pezh a veze goulennet digantañ : chom seven ha sonn war e zivesker hag ober ur penn kalet a-walc'h evit ober aon d'ar re a c'hellfe sevel enno ar c'hoant touellañ anezhañ gant displegadennoù tort a bep seurt evit diskouez ne oa ket tu dezho paeañ o bilhed.
Jil Penneg a zo komedian a vicher evit ar c'hoariva, ar filmoù hag an advouezhiañ, troour, kazetenner, bet eo bet kelenner war ar brezhoneg ivez, ganet e Kemper e 1959. Skrivet e deus Jil danevelloù evit Al Liamm, pennadoù evit Al Lanv pe Bremañ.
Koktel ar vuhez, Al Liamm , 2020