Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - KROASHENT-TRO, an danevell Ar batriotez

Par

8 danevell embannet e 2020 gant Al Liamm skrivet gant Kristian Braz

Kroshent tro, danevelloù 2 Kroshent tro, danevelloù 2
Kroshent tro, danevelloù 2

Danevelloù 2.  An tudennoù roet buhez dezho gant Kristian Braz a zo, alies mat, pennoù-breton gwriziennet mat en o bro. Tud voutin pe divoutin, livet o zro-spered gant ampartiz. Lod a vev tostik-tost d’an natur, o toujañ ouzh o endro, evel en danevell Feunteun Santez Diboan pe Gwez. N’int ket evit asantiñ e vije mastaret o bro en askont d’an araokaat, d’an arc’hant bras a c’hell tud zo kaout diwar distruj ha gwallgas an endro. Lod all, uvel ha sioulik, a dap hentoù dic’hortoz gant an darvoudoù a c’hoarvez en o buhez pemdeziek. Ur beajer eo Kristian Braz hag ur blijadur eo mont d’e heul pe vefe betek Berlin da vare ar Perestroika, Dulenn e-pad ar reuz bras hag ar bombezennoù pe c’hoazh war un enezennig a Vro-C’hres...

Publicité
Logo France Bleu

Penn-kentañ an danevell "Ar Batriotez" a vo kavet amañ ganeoc'h...Miz Even a oa anezhañ. Dre an hentoù bihan ez ae ar plac'h war-raok...Sevel a reas he fenn a-daol-trumm : daoust ha mouezhioù eo he doa klevet en tu all d'ar bod haleg a oa dirazi, en tu all d'ar pleg ?..."

Al lennadenn

loading
Kraoshent-tro golo @Patrick Lefko

Ar skrivadenn

loading

Kristian  Braz zo ur filmaozer breizhat, ganet ha savet e Menez Are. Bevet en deus en Alamagn, e Bro-Skos hag en Iwerzhon. Levrioù zo bet skrivet gantañ evit ar vugale hag ar grennarded. Troet en deus romantoù ha pezhioù-c'hoari.

Publicité
Logo France Bleu