Ar skrivadenn - Liñvadenn Kastellaodren ha danevelloù all
14 danevell skrivet gant Herve Gouedard, embannet gant Al Liamm.

"Herve Gouedard a oar kas al lenner d'e heul ha rannañ gantañ ar bed, intret a chaok, a enkrez, a zaeloù, difluket diwar e faltazi hag e ijin. An tudennoù krouet gantañ a zo tud, kig hag eskern anezho, renet gant o sorc'hennoù hag o c'hoantoù diroll, ha koll o furnez a reont pa fell dezho mont betek penn o mennad. N'int ket mestr ken war o amzer da zont ha koll a reont lies gwech"
Al lennadenn
"Gant kalz ampartiz e oar Herve Gouedard itrikañ istorioù skrijus evel "Liñvadenn Kastellaodren" ha lakaat anat ene trubuilhet e harozed evel en danevell "Stille Nacht" da skouer. Diskouez splann lodenn deñval hon ene, diguzhat an tasmantaù a vag hon hunvreoù kuzh, furchal e don askre mab-den ha diskoachañ e wanderioù, sed aze perzhioù dibar skridoù Herve Gouedard"
Ar skrivadenn
Din-me avat e oa ret kontañ ha jediñ. N'ez afen ket re bell ganti o lavaret ne oan dedennet gant an traoù hag ar boudoù, koulz zo bet, nemet e kement ha ma c'hellen o c'hontañ, ober jedadennoù diwar o fenn a-benn o renkañ e rummadoù o bevennoù resis ha digemm.
Herve Gouedard en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an alamaneg, oberennoù embannet e-barzh al Liamm. Ganet eo e 1961 e Ploheg e Breizh-Uhel, e-kreiz departamant Aodoù an Arvor.
Roet eo bet dezhañ Priz Xavier de Langlais ha priz Sten Kidna e 2009 evit e levr danevelloù Liñvadenn Kastellaodren , Embannadurioù Al Liamm.
Levrioù all : Paul Sérusier ul livour e Breizh, Al Liamm Embannadurioù 2013. Kergelenn - alouber an dremmwel 2011, A-dreuz ar c’hantvedoù 2014.