Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - Loig Drouglazet

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Ur romant polis plijus ha farsus kenañ evit ar grennarded hag an dud deut skrivet gant Herve Lossec. Embannet e 2009 b'an dastumad Koad Glas. TES Ti-Embann Ar Skolioù.

Loig Drouglazet - Herve Lossec
Loig Drouglazet - Herve Lossec

Plijout a ra kalzik da Loig Drouglazet mont da redek war-droad dre an hentoù-treuz pe ar c'hoadoù. Met un devezh, Loig ne zistro ket d'ar gêr. Drouklazhet Loig ? "Nag a reuz hag a freuz a zo e ti an archerien e Plougichen. Ur bellgomzadenn zo o paouez kemenn dezho : Kavet ez eus bet un den marv war vord ur wenojenn e Koad ar Gazell.

Goulc'han Lufern, Renan ar Berr ha Paol an Hirr
Goulc'han Lufern, Renan ar Berr ha Paol an Hirr © Radio France

Ar c'hommandant nevez, Goulc'han Lugern a zo lesanvet Goulc'han an Empenn Lugernus - G.A.E.L, hag an daou vrigadier : Paol an Hir, brigadier-chef, "a zo bihan ha lart-puihl, paotr krenn ha ront evel ur sac'had toaz ruz e fri hag e zivjod, n'emañ ket liv ar vizer warnañ" hag Renan ar Berr " ar c'hontrol-bev, treut-gagn-pitoiabl ha braz divent evel un diskrouger anduilh".

Al lennadenn

Lennadenn Loig Drouglazet

Hag an devezh-se just awalc'h, ul lampon kontet evel trafiker dramm daonet zo bet lazhet ivez damdost ouzh Koad ar Gazell, e-lec'h ma tremen ingal ar reder.
Koulskoude ne seblant ket an div afer bezañ liammet etrezo.
Setu, anat deoc'h, freuz ha reuz spontus a zo e ti archerien Plougichen. Ar c'homandant nevez Goulc'han Lugern a laka e spered da ribotat noz-deiz...

Ar skrivadenn 

Skrivadenn - Loig Drouglazet

Leskel a ra e zorn war gouzoug an den hep lavarout netra, na grik na mik. Sioul an dud tro-dro, ar c'hi zoken ne gred ket harzal ken. Ha neuze kommandant ? a gred goulenn Paol goude teir pe beder munutenn. Ya, marv mik eo.

Loig Drouglazet - Tresadennoù Olier Berson
Loig Drouglazet - Tresadennoù Olier Berson © Radio France

Herve Lossec zo ur skrivagner brezhonek ha gallek, ganet e 1947 e Lesneven. Brudet eo deuet da vezañ gant berzh al levr _Les Bretonnismes_e Ti Skol Vreizh e 2010. Kalzig a droidigezhioù a neus bet graet ivez diwar levrioù e galleg.

Levrioù all e brezhoneg : Friko Yannig Penkaled, Emgleo Breiz, 2006. Buhez ha Fent, Emgleo Breiz, 2009. Tu pe Du – Keit Vimp Bev, 2010 (Priz ar Yaouankiz 2011)

Loig Drouglazet, TES Ti-Embann Ar Skolioù, 2009.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess