Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - Loig Drouglazet 2

Par

An archerien o vont war an dachenn... Ul lodenn all a ginnigomp deoc'h diwar ar romant polis skrivet gant Herve Lossec e 2009. Embannet gant TES Ti-Embann Ar Skolioù b'an dastumad Koad Glas.

Loig Drouglazet tresadennoù Olier Berson Loig Drouglazet tresadennoù Olier Berson
Loig Drouglazet tresadennoù Olier Berson

Plijout a ra kalzik da Loig Drouglazet mont da redek war-droad dre an hentoù-treuz pe ar c'hoadoù. Met un devezh, Loig ne zistro ket d'ar gêr. Drouklazhet Loig ? "Nag a reuz hag a freuz a zo e ti an archerien e Plougichen. Ur bellgomzadenn zo o paouez kemenn dezho : Kavet ez eus bet un den marv war vord ur wenojenn e Koad ar Gazell . Ur reder war droad !!!

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

Ar c'hommandant nevez, Goulc'han Lugern a zo lesanvet Goulc'han an Empenn Lugernus - G.A.E.L, hag an daou vrigadier : Paol an Hir, brigadier-chef, "a zo bihan ha lart-puihl, paotr krenn ha ront evel ur sac'had toaz ruz e fri hag e zivjod, n'emañ ket liv ar vizer warnañ" hag Renan ar Berr " ar c'hontrol-bev, treut-gagn-pitoiabl ha braz divent evel un diskrouger anduilh".

Ar skrivadenn

loading

Moustrañ a ranke Paol war e vuzelloù. C'hoant bras en doa da respont d'ar chef bras : meur a reder eus ar vro-mañ az a pellik a-walc'h da gemer perzh er redadegoù ofisiel e Bro-Frañs pe e broioù estren zoken. Profet e vez dezho ur roched gant anv ar gevredigezh-aozañ ha fier-ruz e vezont d'he dispakañ dirak an dud pa zistroont er vro.

Al levr a zo fentus ha plijus-tre da lenn, skrivet evit ar grennarded hag an dud deuet ivez evel-just !Aes da lenn ivez evit an dud o teskiñ brezhoneg.

Herve Lossec zo ur skrivagner brezhonek ha gallek, ganet e 1947 e Lesneven. Brudet eo deuet da vezañ gant berzh al levr Les Bretonnismes e Ti Skol Vreizh e 2010. Kalzig a droidigezhioù a neus bet graet ivez diwar levrioù e galleg.

Loig Drouglazet, TES Ti-Embann Ar Skolioù , 2009.

Golo al levr Loig Drouglazet
Publicité
Logo France Bleu