Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - Milio hag ar viziterien noz, 2. Youenn ha Sten

Par

Un danevell polis evit ar grennarded skrivet gant Annie Coz e 2015 hag embannet gant Skol Vreizh

Milio hag ar viziterien noz Milio hag ar viziterien noz
Milio hag ar viziterien noz

Nevez erruet e Porzh Avel e bro Vigoudenn eo Milio 11 vloaz, un avañtur nevez zo o kregiñ evitañ hag e vignoned tro-dro d'ur boubellenn...gwelet e neus bet Milio tud tro-dro d’ar boubellenn e-kreiz an noz . N'eo ket achu an afer se….un devezh e neus tremenet er skol, mignoned nevez a zo gantañ Youenn ha Sten ! Distroet eo b’ar gêr lec’h oa e vamm Morwenna o c’hortoz anezhañ, lonket eo bet ur merenn-vihan gantañ...

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

Ar skrivadenn

loading

Diskenn a ra ur skeud diwar ar marc'h-tan, ha mont etrezek ar boubellenn : un dra bennak zo en e zorn ; sevel a ra golo ar boubellenn, ne wel ket Milio re vat ar pezh emañ an den oc'h ober, met seblantout a ra lakaat un dra bennak e chakod diabarzh e chupenn.

Annie Coz, ganet  e 1945 e Ploneour-Lanvern, er Vro-Vigoudenn. Kelennerez war an alamaneg eo bet e Roazhon, a-raok mont war he leve ha kregiñ gant studioù brezhoneg er skol-veur.

Publicité
Logo France Bleu