Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - Paul Sérusier ul livour e Breizh

Par

Ur romant skrivet gant Herve Gouedard embannet e 2013 gant Al Liamm

Paul Sérusier ul livour e Breizh Paul Sérusier ul livour e Breizh
Paul Sérusier ul livour e Breizh

1888 : un arzour yaouank ha divrud a erru e Pont-Aven, kêr al livourien : Paul Sérusier. Heuliañ a raio kelennadurezh Paul Gauguin, rak gantañ emañ avel ar vodernelezh o c’hwezhañ, ha ken mat e tesko ar vicher ken e teuio da vezañ unan eus brasañ livourien e amzer, ha diazezer luskad an Nabied, a dlee nevesaat arz al livouriezh en Europa. Emañ o tont eus Pariz, hogen, boemet gant aergelc’h ar vro ha bamet gant al livioù dibar a gaver enni, e raio e annez e Kastell-Nevez-ar-Faou. Breizh a vo, hiviziken, andon bennañ e awen. Ul lennadenn " Miz Here 1927 : marv un arzour e Montroulez

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

E pajennoù al levr-mañ e kinnig Herve Gouedard d’al lenner dispenn roudoù Paul Sérusier, betek e varv e 1927, hag ober gwelloc'h anaoudegezh gant an arzourien a reas kavandenn gantañ war hentoù Breizh : heuliañ a reer anezhan hag e vignoned Gauguin, Emile Bernard, Maurice Denis, jean Verkade...e Pont-Aven, er Poulldu, en Uhelgoad, e Montroulez hag e Kastell-Nevez-ar-Faou. Un daolenn vuhezek eus meteier al labour-spered hag an arzoù eo al levr-mañ, a lavaro lod. Ya, laouen, hogen ivez ur veaj dudius e Breizh, “Breizh kaer-kurius” evel ma oa c’hoazh e-tro pleg an naontekvet kantved !

ar skrivadenn

loading

Livour eo an den, ha kavout a ra dezhañ ez eus, e sklêrijenn habask ha tanav ar beurevezh sioul-se a viz Here, un dra bennak hag a laka anezhañ da soñjal e taolennoù Turner, en unan anezho dreist-holl, a zo Porzh  Brest e anv.

golo Paul Sérusier ul livour e breizh - AlLiamm 2013

Herve Gouedard en deus skrivet un toullad barzhonegoù ha danevelloù, ha troet danevelloù diwar an alamaneg, oberennoù embannet e-barzh al Liamm. Ganet eo e 1961 e Ploheg e Breizh-Uhel, e-kreiz departamant Aodoù an Arvor.

Roet  eo bet dezhañ Priz Xavier de Langlais ha priz Sten Kidna e 2009 evit e levr danevelloù Liñvadenn Kastellaodren , Embannadurioù Al Liamm.

Levrioù all : Kergelenn - alouber an dremmwel 2011, A-dreuz ar c’hantvedoù 2014

Paul Sérusier ul livour e Breizh, Al Liamm Embannadurioù 2013

Publicité
Logo France Bleu