Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Ar skrivadenn - Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Levrenn 1 ar Saga Arvorika bet skrivet gant Yann-Bêr Kemener hag embannet gant Skol Vreizh e 2018. Ur romant faltazi war-bouez ar c'henarroudoù istorel, politikel ha sokial an hini eo. Kentañ romant ar skrivangnier eo.

Saga Arvorika - levrenn 1
Saga Arvorika - levrenn 1

Miz C’hwevrer 1926 - Marv eo Yann Pilhaouaer. Daoust hag-eñ eo marvet a-daol-trumm ?
Daoust hag-eñ eo marvet abalamour d’ur gwallzarvoud ? Pe lazhet e vije bet ? Enebourien en doa moarvat e bed kriz penn-kentañ an ugentvet kantved e Breizh-Izel, etre toull-dor ifern yen Yeun Elez ha porzh-mor Douarnenez, lec’h m’en doa kavet mignoned.

Al lennadenn

Lennadenn Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?

Penaos eo marvet eta ? Mont a ra e vab Yannig, 16 vloaz, war e roudoù da bilhaoua evit gouzout hiroc’h diwar-benn e vuhez ha kompren gwelloc’h perak ha penaos eo marvet.Ur gwir enklask war hent ar wirionez an hini eo, ur c’hlask war-lerc’h personelezh e dad hag ur romant deskadurezh e-keñver ar vuhez hengounel, micherel, sokial, politikel ha reizhel.

Ar skrivadenn 

Skrivadenn Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?

Goude m'o deus ledet ma zad war an daol, eo aet ar wazed d'ar gegin da bakañ ur banne. Klask a ran sikour ma mamm ha mont a ran d'he heul d'ar gegin.

- Ur bannac'h hini kreñv a yay ganeoc'h ? a c'houlenn ma mamm en ur lakaat pep a werenn dirak an amezein. 

- Ya laouen ! emezo.

Golo Penaos eo marvet Yann Pilhaouer - Skol Vreizh
Golo Penaos eo marvet Yann Pilhaouer - Skol Vreizh

Yann-Bêr Kemener en deus skrivet levrioù istor diwar-benn kêr Terrug, met ivez romantoù Kevrin al Lagad Du, danevelloù ha levrioù evit ar vugale Moutig an alori, Moutig hag an div steredenn-red, Moutig ha Dandu o c'hoari bleiz.... Skrivet en deus ivez dornlevrioù da zeskañ brezhoneg Brezhoneg pell ha fonnus, Brezhoneg prim ha dillo ha kaieroù vakañsoù e brezhoneg embannet e Ti Skol Vreizh.

Dedennet tre eo Yann-Bêr Kemener gant istor ar bilhaouerien, embannet eo bet Pilhaouer et pillotou : Chiffonniers de Bretagne e 1992 

Pilhaouer et Pillotou - Skol Vreizh 1992
Pilhaouer et Pillotou - Skol Vreizh 1992
Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu