Ar skrivadenn - Pikez blev ruz
Ur romant evit ar re yaouank skrivet gant Denise Lefranc ha Fanny Chauffin e 2008 tapet gante Priz Ar Vugale - Keit Vimp Bev.

Un diaoulez a blac'h eo homañ. Atav prest d'ober sotonioù ne gredfe ket ar baotred ober. Met piv eo ar bikez-mañ ? Istor gwir pe huñvre ? Ur poupon en ur bod spern ! Molan, 1928
Blev ruz, Kêrandrez, Pemp blank, Podad laezh !
Al lennadenn
Envorennoù Denise-Niza a zo deuet da vout ul levrig evit ar re yaouank ! Pep tra a zo bet bevet ganti ! sotonioù a bep seurt a blij kalz d'ar vugale !
Ar skrivadenn
Plijout a ra din galoupat er parkeier, lakaat ar brulu da strakal, klask neizhioù er bodoù spern.
Ar merc'hed a zo o c'haloupad war an hent evit distreiñ d'ar gêr. A-boan erruet dirak ma zi, e huchont en ur c'hoarzhin " - Niza a zo kouezhet ba'r poull !"
Denise Lefranc a zo ganet e 1920. Plijout a ra dezhi dastum legumaj, degemer tud ha lenn en he liorzh e Kemperle. Ur vaouez dreist ordinal ! Ar realizatour Sebastien Guillou neus savet ur film e 2012 "Niza gwenn ha ruz" Denise la rousse au cheveux blanc, 13' france 3 Bretagne/S.L.G. da sellet en-dro amañ adalek 44'
Ur film a zo bet savet diwar an istor-se gant bugale Skol Diwan Kemperle, ar gevredigezh Féa ha Kaouenn. Pikez Blev Du.
Skrivet he deus e 2013 Avanturioù Zett embannet ivez gant Keit Vimp Bev