Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Ar skrivadenn - Ur vaot en oabl

Par

Ur romant skrivet e 2013 gant Paskal Hervio e ti embann Keit Vimp Bev. War ar renk evit Priz ar Yaouankiz. Trede ha diwezhañ lodenn an heuliad, goude Tamasheq (1) ha Bro gozh Mamadou (2), eo Ur vaot en oabl.

Ur vaot en oabl Ur vaot en oabl
Ur vaot en oabl

Glav-beuz ! Abaoe 6 miz oa e rae glav bras bemdez e Bae Treseni. Dibaouez ha didruez. Miz ebrel a oa ganti ! Greomp anaoudegezh gant Fili penn-dudenn ar romant !

Publicité
Logo France Bleu

Al lennadenn

loading

Lavaret en deus an diviner Youroukoukoume, eus Bro Dogon, emañ ar maskl Nommo gant Fili, ar Paotrig-baot, ahont e Gwiseni… Dre urzh ar wala banga, mestr ar maskloù sakr eus Menez Youga, eo deuet Babah da resteurel e boltreder d’ar Paotrig-baot ha da bediñ anezhañ da rentañ ar maskl- sakr zo gantañ…

Ar skrivadenn

loading

Edo holl bradoù ar c'hontre o tic'hlannañ gant ar bec'h dour. En tiez evit doare e oa gwasoc'h an traoù c'hoazh, beuzet ar c'havioù hag an traoñ anezho zoken. Er bourk kozh savet tro-dro da iliz Sant-Sezni e oa bet ret dilojañ kantadoù a dud, serriñ ar stalioù dilezet gant ar pratikoù, stankañ straedoù deuet da vezañ poulladoù dour pe stêrioù zoken.

Pascal Hervio ganet e 1962. E Lanniliz emañ o chom. Anavezet eo eñ hag e verc’hed e Strollad ar Vro Bagan ha kemer a ra perzh e buhez ar skolioù e brezhoneg en e vro. Troidigezh al levr “Ar blouked” skrivet gant Youenn Coic a zo bet graet gantañ. 

Ar vaot en oabl, 2013, Keit Vimp Bev

Publicité
Logo France Bleu