Ar skrivadenn - YUDAL !
Ur romant skrivet e 2013 gant Erwan Hupel hag embannet gant Al Liamm. Priz Langleiz 2013. Ul levr leun a fent hag a fent-glas zoken.

Gant Yudal ! e kont Erwan Hupel deomp buhez pemdeziek ur gwaz, skolaer er skol-vamm war e vicher. Ar goulennoù ha kudennoù da ziskoulmañ a zo alies en tu-hont d’e gargoù. Heñveledigezhioù ha diforc’hioù ouzh e genlabourerezed, e genlabourerien unyezhek, e genlabourerien skol-vamm... Penn kentañ ar pennad 2 a vo lennet deoc'h :
Al lennadenn
Met ouzhpenn stourm ar skolaer e tizoloer hini ar skrivagner. Penaos kontañ ar vuhez-skol en ur chom feal d’ar wirionez ? Peseurt plas reiñ d’ar yezh ? Penaos en em zizober eus ar mojenn(où) ? Eus e vinorelezh evit chom hep treuzkas ar santimant-se d’ar vugale hag a zo ar pep pouezusañ evitañ ?
Ar skrivadenn
Aze e vije bet brav lavaret ur c'hrenn-lavar e-giz "Merc'h ha mab, atav e pad. Mab ha Merc'h, netra warlec'h". N'em boa ket graet avat. Ne gomprenan ket perak e rankjen lavaret krenn-lavarioù koustet a gousto. Kement a reiñ blaz d'an traoù ? Daoust ha n'on ket " tipik" a-walc'h ha ret'vije din dañsal ar gavotten a-raok digeriñ kaoz ouzhpenn ?
Erwan Hupel, ganet e 1975 e Roazhon a zo kelenner, skrivagner ha troour.
Oberennoù :
- Oberennoù :
- Yudal!, Emmbannadurioù Al Liamm , 2013, Priz Langlaiz 2013.
- Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ?, Embannadurioù Al Liamm, 2018.
- Levrioù bugale
- Ar brammoù, TES , 2007
- Barzhaz an naon du, Al Liamm, 2009
- Lennegezh
- Kêr al loened (troet diwar "Animal farm" gant George Orwell), Skrid, 2011 ;
- An estren (troet diwar "L'étranger" gant Albert Camus), Skrid, 2016.