Ar skrivadenn - Ankou da viken
Ur romant evit ar re yaouank skrivet gant daou lisead Tugdual Le Duigou ha Youen Le Bot e 2013. Embannet gant Keit Vimp Bev.

Penaos eo deuet Charlez da vezañ an Ankou ? da 11 vloaz ? Al lodenn 1 ha 2 a vo lennet deoc'h amañ :
Al lennadenn
Un anv a oa skrivet e lizherennoù alaouret : Yann Lagadeg. Yann Lagadeg, a soñjas Charlez, mes...mac'helennour eo !
Ar skrivadenn
Ne seblante ket bezañ dañjerus, ha tostaat a reas Charlez evit siniñ. Ur wech bet lakaet e anv e diaz ar follenne klevas ur c'hwezh iskis hag e santas an tommder. Sevel a reas e benn ha gwelout a reas an Ankou o vont diwar-wel e flammennoù bras.
Tugdual LE DUIGOU ha Youen LE BOT o deus skrivet ar romant mañ e 2013 en eilvet klas e lise Jean Macé, e Lann-ar-Stêr . E-kerzh ar c’hentelioù kaset gant o c’helennerez war ar brezhoneg Myriam GUILLEVIC.
Skrivet eo bet evit bezañ lakaet war ar renk evit Priz Ar Vugale. Ur genstrivadeg eo, aozet gant Féa ha Keit Vimp Bev . Pevar levr a vez choazet bep bloaz gant ur juri, hag e vezont embannet gant Keit Vimp Bev. Adalek miz Du e vez kaset al levrioù urzhiet gant ar skolioù. Lennet e vez al levrioù a-hed ar bloavezh hag e vez votet gant ar c’hlas evit al levr gwellañ !
2013, Keit Vimp Bev, dastumad Priz ar Vugale, 34 p., ment 105×150 mm