"Me 'zo ganet e-kreiz ar mor" un teullfilm gant Emmanuel Roy da zizoloiñ labour an Teatr Piba evit Donvor
Les grands fonds marins restent un mystère que la recherche océanographique tente de percer. Pour transmettre au grand public le fruit de ce travail méconnu, des scientifiques font appel au Teatr Piba. Le film suit leur voyage en commun, sur le chemin des abysses à la scène : le spectacle Donvor.
En em c’houlennet oc’h dija petra vez gwelet, petra vez klevet pa ziskenner e foñs ar mor ? Hiziv emañ ar wech kentañ din diskenn...
Me zo ganet e kreiz ar mor, ur film savet gant Emmanuel Roy. D'ar7 a viz C'hwevrer, da 10e10, war France 3 Breizh, en abadenn sizhuniek Bali Breizh
DONVOR a zo ur pezh-c’hoari dre glevet. Ur c’henlabour arzel ha skiantel etre TEATR PIBA hag an IFREMER .Diwar oberenn David Wahl.
Diwanet eo ar raktres Donvor diwar ur c’henlabour arzel ha skiantel a hir dermen. Krouet e vo an abadenn e miz genver 2020. Pedet e vo an arvestourien da zizoloeiñ ur pezh-c’hoari dre glevet dic’hortoz. Ur jestr barzhoniel ha marvailhus an hini eo a gont ergerzhadeg-deskoni ar skrivagner David Wahl hag e genseurted deus ar morioù don da benn pellañ douaroù ar c’hornog. E kreiz al leurenn-aozañ ‘n em lako an arvestourien evit ur veaj da santout war an harz etre an huñvre hag ar gwirvoud, etre an isfontoù, ar vuhez war-vor hag an douaroù orin. ( Lec'hienn internet an Teatr Piba)
- Cinéma
- Brezhoneg - Langue bretonne
- Découverte scientifique
- Théâtre
- Afficher plus d'élements