Replay du samedi 24 avril 2021

"Va yezh a garan rak..." Ur galv skrivañ digor d'an holl kaset gant C'HOARIVA

- Mis à jour le

"J'AIME LE BRETON car…À vous d'écrire la suite pour déclarer votre amour pour la langue bretonne et créer un spectacle VIVANT qui rassemblera des comédiens amateurs et pros autour d’un projet collectif,avec d’autres comédiens d’Alsace, du Pays Basque, de Catalogne et d’Occitanie ! avant le 15 juin.

Galv da skrivañ
Galv da skrivañ

"VA YEZH A GARAN rak…"

  • Deoc’h c’hwi da skrivañ ar peurest evit diskleriañ ho karantez evit ar brezhoneg hag evit sevel un arvest BEV.
  • Skrivit un destennig dindan 1200 sin (un hanter bajennad) a-raok ar 15/06 - Lakait ho anv pe un anv-pluenn ha ho oad.
  • Ho testennoù a ’z aio da vagañ un abadenn straed displeget gant komedianed amatour hag a vicher.
  • Galv skrivañ digor d’an holl, bihan ha bras, kozh ha yaouank, brezhonegerien ampart ha deskidi.

Da betra a servijo ?

  • Da vodañ tud ar c’hoariva amatour hag a vicher tro-dro d’ur raktres a-stroll
  • Da reiñ un tañva eus an arvest bev d’an neb en defe c’hoant heuliañ 5 devezh stummadur gant ar c’homedian Etienne Siberil ha mont da bleustriñ er straedoù.
  • Da vont da zisplegañ ho karantez evit ar brezhoneg e straedoù Rodez e-kerzh Festival an Estivada (22-24/07/2021) asambles gant komedianed eus broioù Alzas, Euskadi, Katalonia hag Okitania ar re-se a raio ur galv da skrivañ war ar memes tem ivez. An arzourien a vo bodet da-geñver an eil eskemm ar "Collectif des Théâtres en Langues Autochtones".
  • Da vagañ ur raktres eskemm tro-dro d’ar c’hoariva gant Kerne-Veur

Testennoù da gas : vayezhagaran@gmail.com
Dre lizher : C’hoariva ,13 straed Mikêl an Nobletz 29100 Douarnenez

Evit gouzout hiroc'h :teatr-brezhonek.bzh