Replay du samedi 20 mars 2021

Skrivañ kanaouennoù ha barzhoniañ e brezhoneg ! Ur stummadur micherel aozet ba Douarnenez e miz Ebrel

- Mis à jour le

Emglev Bro Douarnenez et CultureLab29 proposent un stage professionnel d’accompagnement à l’écriture poétique et chantée en langue bretonne les 13-14-15 avril 2021 à Douarnenez dont les intervenants sont Nolwenn Korbell, Krismenn et Laurent Cavailié

ur stummadur micherel : skrivañ kanaouennoù ha barzhoniañ e brezhoneg
ur stummadur micherel : skrivañ kanaouennoù ha barzhoniañ e brezhoneg © Getty

Penaos mestroniañ perzhioù ur yezh hag o lakaat da dalvezout evit ur mod skrivañ arzel dibar ? Graet e vo anaoudegezh gant tri arzour hag o doare da skrivañ : Laurent Cavalié hag a gompoz en okitaneg, Nolwenn Korbell ha Christophe Le Menn hag a ra gant ar brezhoneg. An tri arzour-stummer a sikouro ar stajidi da zizoleiñ doareoù lavar dibar, mennozhioù genidik, ur mod skrivañ dezhañ e-unan, ha kement-se en ur veajiñ dre binvidigezhioù pobl an daou sevenadur-se – Breizh hag Okitania – , kenkoulz ha dre ijin ha kreizon don pep perzhi

Stajidi :
Skrivagnerien, arzourien, kanerien, an holl re a ra pe o deus c’hoant d’ober gant ar skrivañ barzhoniez ha kanaouennoù e brezhoneg en o micher. 12 plas d’ar muiañ. Gallout a ra ar stajidi bezañ skoazellet gant an aozadurioù stummañ ( Afdas…)

Titouroù hag enskrivadennoù : Bro Douarnenez : 07 83 88 75 57 – emglev.bro.dz@gmail.com ha Culture Lab29 : christine.argente@culturelab29.fr 

Mots clés: