- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Émissions
- Toutes les émissions
- Adskignadenn | Penaos broudañ ar re yaouank da zont er festoù-noz ?
Adskignadenn | Penaos broudañ ar re yaouank da zont er festoù-noz ?
Daoust-ha mod kozh e vefe mont da zañsal er festoù-noz ? Penaos lakaat ar re yaouank da gemer perzh en dañsoù ? Setu ar goulennoù a vo savet Diriaou, da-geñver an diviz. Lakaet e vo ar gomz, da skouer, war an intrudu anvet #fest.
Neubeutoc'h neubeutañ a dud yaouank az a d'ar festoù-noz... Savet zo bet ur studiadenn gant Tamm-Kreiz ha splann eo an traoù. E 2003 e oa keidenn oad an danserien festoù-noz a 27 bloaz p'eo a 46 bloaz hiriv-an-deiz. Setu penaos desachañ ar re yaouank davet ar festoù-noz ?
Tud Pedet
- Maelle Ausias deus ar gevredigezh Amzer Nevez
- Alan Sezneg, prezidant ar gevredigezh Setu !
- Ifig Flatrès , kaner
Ur prantad bruderezh evit desachañ ar re yaouank
Emañ Tamm-Kreiz o paouez reiñ lañs d'un intrudu anvet #fest, gant ar pal "diskouez eo kool mont d'ar festoù-noz". Gant ar gevredigezh eo bet embannet ur bladenn gant pevarzek ton lusket gant kement a strolladoù. Etre an 30 a viz Meurzh hag ar 6 a viz Ebrel e vo aozet un droiad festoù-noz, un tammig e-pep lec'h e Breizh, gant strolladoù a-bep seurt evel Digresk, Plantec, Ndiaz pe c'hoazh Fleuves. Ouzhpenn da-se e vo aozet 14 "show-cases". Ha war al lec'hienn nevez e vez sachet evezh ar re yaouank gant un toullad videoioù fentus.