Toutes les émissions

An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Yann-Bêr Kemener ha Jean-René Trefles a zo deuet da gontañ kaoz
Yann-Bêr Kemener ha Jean-René Trefles a zo deuet da gontañ kaoz © Radio France - Katell Uguen

An anvioù lec'h e brezhoneg

Diffusion du jeudi 13 juin 2019 Durée : 29min

Emberr lakomp ar gaoz war an anvioù lec'h e brezhoneg. Daou gouviad a zo ganeomp 'barzh Diviz ar Yaou.

Emberr e lakomp ar gaoz war an anvioù lec'h e brezhoneg gant hor c'houvidi, Yann Ber Kemener ha Jean René Trefles.

E Terrug e vez trouz. E miz C'hwevrer tremenet en eus ar c'huzul kêr embannet e zanevell : an dilennidi o deus votet evit ma vefe anvet 30 straed nevez, e galleg, hag adanvet anvioù lec'h 'zo evit aesaat servijoù an ti Post, ar GPS. 

Gant Impasse des Pélicans hag anvioù 'seurt se 'vez ket doujet deus ar brezhoneg na deus istor ar vro.

E Pluguen ez eus bet kaset ur mell labour da-benn ha dalc'het 'z eus bet gant anvioù parkeier gwechall.