An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Meur a dud a oa en-dro da daol ar preti "C'est ici" e Rosko 'vit an Diviz lusket gant Tudi Crequer
Meur a dud a oa en-dro da daol ar preti "C'est ici" e Rosko 'vit an Diviz lusket gant Tudi Crequer © Radio France - France Bleu Breizh Izel

Brexit : abadenn ispisial eus porzh Rosko

Diffusion du jeudi 28 mars 2019 Durée : 29min

Tudi Crequer oa bet da Rosko evit enrollañ un diviz ispisial gouestlet d'ar Brexit. Pevar den a oa gantañ er preti "C'est ici" evit toullañ-kaoz diwar-benn ar sujed mañ.

D'an 23 a viz Even 2016 e oa bet votet gant darn deus ar Vreizh-veuriz evit mont kuit deus Unvaniezh Europa. Dibaoe ez eus bet un toullad aferioù hej dihej, troioù-kamm, troioù-drol.  Met e fin ar gont emaomp en em gavet-ni e fin miz Meurzh 2019 ha ne ouezomp ket na peur, na penaos e vo deus an disparti bras. 

E Rosko e oa Tudi Crequer evit kaozeal gant pevar a dud. Rosko 'neus liammoù don gant ar vro tramor, skoulmet eo e istor gant Breizh- Veur. Ha setu perak omp deuet amañ gant skipailh FBBI...

En-dro d'an daol

  • Pierre-Bihan Poudeg, prezidant kozh ar SICA, ezel deus kuzul-merañ Brittany Ferries ha bet maer Plouneour Trez 
  • Jean-Pierre Stefan, maltouter ha dileuriad rannvroel ar sindikad Solidaires
  • Kristina Roudaut, bet skolaerez, bet o vevañ e Bro Gembre e-pad 30 vloaz, o vevañ e Plougerne abaoe 2012  
  • Derek Stockley, bet skolaer, a-orin deus Bro Gembre, o vevañ e Plougerne abaoe 2012