An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Gwalc'hiñ e zaouarn, setu unan deus ar c'huzulioù evit talañ ouzh ar c'hleñved
Gwalc'hiñ e zaouarn, setu unan deus ar c'huzulioù evit talañ ouzh ar c'hleñved © Radio France - Jean-Christophe Bourdillat

EN BRETON | Diviz ar Yaou | Coronavirus

Diffusion du jeudi 5 mars 2020 Durée : 29min

War-gresk ez a an niver a dud paket klañv gant Coronavirus e Frañs hag e Breizh. Derc'hel a ra ar c'hleñved da aloubiñ an tiriad. 'barzh Diviz ar Yaou e astennomp ar gaoz diwar-benn ar C'hovid 19. Daou gouviad a zo ganeomp.

Tud pedet

  • Brendan Lefeuvre : medisin-kêr
  • Sylvain Deron : rener skolaj Diwan Gwened, anneziad en Alre

Petra eo Covid 19 ?

Ar c'hleñved-se 'zo un doare grip hag a c'hell bezañ dañjerus-tre 'vit an dud gwan. Treuskaset e vez dre gontakt ha dre an takennouigoù. Aon 'zo da gaout da vat rak an epidemiezh-se ? 

Sylvain Deron, a zo o chom en Alre, ur c'hluster neuze ha ret eo dezhañ chom er gêr. Penaos e vev an traoù ?

Perak eo ken a-bouez d'an dud chom er gêr ? Aon a sav gant kalz a dud memestra gant ar c'horonavirus-se. Ankeniet eo kerent ar vugale ? 

Mont a reer un tammig re bell ganti memestra - Brendan Le Feuvre, medisin-kêr

Penaos talañ ar gwellañ deus ar virus ?

Ar gel hag ar maskloù a vez efedus ?
Hag emskiant eo ar skolidi deus ar yerc'hed ? "Ya, eme Sylvain Deron, gouzout a reont e rankont gwalc'hiñ o zaouarn evit chom hep pakañ ar c'hleñvedoù".

Mots clés