Toutes les émissions

An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Ur vaouez o vanifestiñ evit ar Brexit d'an 29 a viz Meurzh e Londrez
Ur vaouez o vanifestiñ evit ar Brexit d'an 29 a viz Meurzh e Londrez © Maxppp - Xinhua

An Daol Grenn diwar-benn fin an Diviz Bras hag ar Brexit

Diffusion du jeudi 4 avril 2019 Durée : 29min

En Daol Grenn ar sizhun-mañ ez eus bet lakaet ar gaoz diwar-benn div afer a seblant bezañ hep fin... Ha ne ouezer ket petra a zeuio er-maez : an Diviz Bras lañset gant ar gouarnamant hag ar Brexit

Daou zen a oa ganeomp evit komz eus an daou sujed-mañ : Dewi Siberil, kazetenner en Télégramme hag e Brezhoweb, ha Padrig an Habask, rener ar gelaouenn Al Lanv.

Echu eo an Diviz Bras

D'ar Yaou 4 a viz Ebrel eo bet klozet an Diviz Bras gant un emvod diwezhañ e Korsika etre Emmanuel Macron ha maered an enezenn. Petra a deuio da vezañ an diviz bras ? Sioulaat a raio fulor ar jiletennoù melen ? Peseurt divizoù a c'hello kemer ar gouarnamant war-lerc'h ? Daoust hag-eñ e cheñcho traoù evit an dud ? 

Emglev ebet evit ar Brexit

En eil lodenn ez eus bet lakaet ar gaoz war ar Brexit. Kenderc'hel a ra an tabutoù, an emvodoù, an divizoù e Bro-Saoz tro-dro d'an emglev a zo bet kavet etre Theresa May hag Unvaniezh Europa. Nac'het eo bet teir gwech an emglev-mañ gant an deputeed, ha ma ne vez ket asantet a-raok an 12 a viz Ebrel ez aimp war-zu un "no deal", da lavaret eo ur Brexit kalet, a vo start evit an holl embregerezhioù eus ar vro a labour gant ar Rouantelezh Unanet. Lakaet eo bet ar gaoz war embregerezhioù Rosko, a zo ankeniet gant an afer-mañ, met ivez war tud Bro-Iwerzhon, hag ar Saozon a vez o vevañ e Kreiz-Breizh.