Toutes les émissions

An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Herve Latimier ha Gwenole Larvol
Herve Latimier ha Gwenole Larvol © Radio France - Tudi Crequer

Diviz ar Yaou | Peseurt dazont evit kevredigezhioù ar vro ?

Diffusion du jeudi 12 avril 2018 Durée : 20min

Bez ez eus etre 65 000 ha 70 000 kevredigezh e Breizh. Ur c'hard deus ar Vretoned a zo ezel deus unan anezho. Met n'eo ket plaen hag eeun dazont ar c'hevredigezhioù. Neubeutoc'h neubeutañ a yalc'hadoù a vez roet dezho pa z'a o rol sokial hag ekonomikel war gresk. Peseurt diskoulmoù zo da gaout ?

Disadorn e vo dalc'het breujoù meur ar c'hevredigezhioù. Prezegennoù ha kaozeadennoù a vo evit klask kompren gwelloc'h mont en-dro ar c'hevredigezhioù, peseurt cheñchamantoù a zo bet ganto er bloavezhioù tremenet, ha peseurt re a vo en dazont. Kaset zo bet a-benn un enklask pouezus, hir ha fonnus gant ar c'h/Kaser pe (CESER e galleg). Enni e vez desket ez eus etre 65 000 ha 70 000 kevredigezh e Breizh. Bez ez eus etre 640 000 ha 700 000 Breizhad a youl-vat. Daoust-hag-eñv e ouezit ivez e vez gopret 99 648 den gant kevredigezhioù ar rannvro ?

Met n'eo ket aes bepred bezañ youlad pe e penn ur gevredigezh. Start eo a-wechoù kaout kement a labour war e chouk. Ha startoc'h c'hoazh pa z'a war zigresk a-vloaz da vloaz ar yalc'hadoù publik. Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn mont en-dro ar c'hevredigezhioù  hag o dazont e Diviz ar Yaou ! 

Tud pedet : 

  • Herve Latimier, kenurzhier enklask ar c'h/Kaser (Ceser e galleg). 
  • Gwenole Larvol, prezidant Emglev Bro Douarnenez