An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Micro France Bleu
Micro France Bleu © Radio France

Diviz ar Yaou : 20 vloaz 'zo e peñsee al lestr Erika e donvor da Benmarc'h

Diffusion du jeudi 12 décembre 2019 Durée : 31min

20 vloaz 'zo e peñsee al lestr Erika e donvor da Benmarc'h. E-bourzh ar vag e oa ouzhpenn tregont mil tonenn a fioul. Ur mell lañv du n'eus saotret an aodoù da-heul neuze. Evit kompren gwelloc'h petra 'oa 'n em gavet e miz Kerzu 1999 e vo daou gouviad ganeomp.

Per Floc'h a laboure gant Breizh Vev da vare an taol-fall se. Graet n'eus war-dro al laboused koltaret.

Fañch Cabioch oa e penn ar CEDRE, ar greizenn enklask war saotradurioù an dourioù.

An eoul-lestr a vro Valte, fretet gant Total a zae deus porzh Dunkerque davet Italia, karget gant ouzhpenn tregont mil tonenn a fioul ponner. Fall 'oa an amzer, kozh ar vag. Ha neuze d'an 11 a viz Kerzu, gant an houlenn hag an avel greñv eo frailhet ar c'houc'h. Amzer d'ar sikourioù en em gavout ha saveteiñ an akipaj, e oa troc'het al lestr e daou damm. D'ar 14 a viz Kerzu e veuze an Erika kant metrad ugent dindan vor hag unnek devezh goude e kroge ar gweleadoù fioul da saotrañ an aodoù. 400 kilometr a natur koltaret.

Petra 'zo bet graet da-gentañ, ur wech lañset ar plañ Polmar ?

Breizh Vev n'eus graet war-dro d'al laboused koltaret gant fioul an Erika. Kalzig 'zo bet dastumet ?

Dibaoe ar bloavezhioù 1960 ez eus bet 8 lanv du e Breizh. Petra 'zo bet graet gant ar CEDRE evit talañ deus an dra-se ?

'barzh enklask an Erika ez eus bet 7 vloaz a brosez. Total 'zo bet kondaonet da reiñ kazi daou c'hant milion a euroioù. Evit ar wech kentañ 'zo bet graet anv deus ar gwall daol 'vit an ekologiezh... Préjudice écologique... Un dra vat evit al laboused hag an natur ?

Mots clés