Replay du jeudi 26 septembre 2019

Diviz ar Yaou : Begoù bras

- Mis à jour le

Tro ar begoù bras eo hiziv da gemer ar gaoz. Daou gouviad a zo ganeomp en-dro d'an daol.

Bezhin glas a vez ingal war hon aodoù
Bezhin glas a vez ingal war hon aodoù © Radio France - Aurélie Lagain

Hor c'houvidi

  • Muriel Morvan, kazetennerez e Frañs 3, arbennig war an ekologiezh
  • Bernez Rouz, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh ha bet kazetenner

N'eo ket gwall yac'h an tamm douar patatez

Kaoz 'vez kalz deus an hin er mare-mañ. Fallig ar jeu gant hor blanedenn m'eus aon.
Da-skouer, gant kudenn ar bezhin glas. Pell 'zo vez peñse glas war hon aodoù, pell 'zo 'vez kaoz deus an dra-se met 'benn ar fin, e vez kement ha kement bepred.

Kalzig a dud a glask cheñch penn d'ar vazh memestra 'vit gwareziñ an tamm douar. Pe 'vefe ar re yaouank, Youth For Climate, lusket gant Greta Thunberg, pe c'hoazh ar GIEC, ar stroll arbennigourien hag a labour war emdroadur an hin. Ha krog omp da gaout koustiañs da vat hiziv an deiz hon eus graet forzh petra er bloavezhioù paseet  ?
Daoust d'an obererezhioù liesseurt a vez kaset da-benn evit doujañ gwelloc'h deus an endro hag e vez bepred deus ur galloud greñv gant ar stalioù bras hag ar binvidigezhioù meur ?
Ar GIEC n'eus embannet un danevell spourontus a-walc'h war ar fed e kresko live ar meurvorioù. Betek 1,10 metrad ac'hann da 2100. Kalz a lec'hioù, e Frañs da skouer, a vefe beuzet. Evit talañ deus an dra-se e rankfe ar stadoù digreskiñ ar skignañ gaz efed ti gwer. Hag eo prest mistri ar stadoù da cheñch penn d'ar vazh ?
Ha ne vefe ket hor bugale evezhiekoc'h ha doujusoc'h eget deomp-ni evit a-sell doujañ deus ar blanedenn ?

Yezhoù ma vez graet bihan ac'hanoc'h

'benn miz e Roazhon e vo dalc'het un emgav europat diwar-benn gwirioù ar yezhoù bihan.
6000 yezh a zo er bed, lod a zo en arvar... Aon bras 'zo da gaout ma ne vez ket sikouret anezho ?
Peseurt pouez he deus Europa war hor yezhoù ? Piv a rank soursial outo ? Ha petra ober just a-walc'h evit saveteiñ hor yezhoù ? 

Emgav 'zo lakaet neuze e Roazhon d'ar Gwener 25 a viz Here. Gwelloc'h miret e blas o vont e darempred gant Kuzul Sevenadurel Breizh.