Toutes les émissions

An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Miliadoù a dud a oa o vanifestiñ e Kemper d'ar 17 a viz Du.
Miliadoù a dud a oa o vanifestiñ e Kemper d'ar 17 a viz Du. © Radio France - Léo Rozé

Stourm ar jiletennoù melen

Diffusion du jeudi 22 novembre 2018 Durée : 36min

Gwelet e vez jiletennoù lufrus war vord an hentoù abaoe d'ar Sadorn 17 a viz Du. Stankadennoù a vez aozet e pep lec'h. Savet ez eus bet reuz ha freuz e lec'hioù, e-giz e Kemper da skouer. Piv a gemer perzh e emsavadeg ar rochedoù melen ? Peseurt diskoulm a zo da gaout ?

Ganeomp e oa tri den evit kozeal diwar ar jiletennoù melen. O chom er Fouilhez emañ Kristian ar Bras, ha kemeret en doa perzh er vanifestadeg e Karaez disadorn. Alan ar C'hloareg a zo stourmer an tu kleiz, studiet en deus evit un doktorelez an emsavioù breizheg kentañ. Ha Pierre-Yves Moal, maer Lokmelar, nepell deus Landivizio.