Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

An Diviz - Ar vaboriadezh en Iliz. Peur e paouezo ?

À retrouver dans l'émission
- Mis à jour le
Par

Ar miz tremenet e oa bet barnet ar c'hardinal Barbarin gant justis Lyon. Ar sizhun trememet ez eus bet deus ur c'hongrez dreist-ordinal gouestlet da gudenn ar bedofiliezh er Vatican. Ar sizhun-mañ eo bet kondaonet George Pell, teñzorour ar Vatican. Daoust-ha gwall-aferioù all a vo anavezet c'hoazh ?

Philippe Barbarin, cardinal-archev^que de Lyon, devant le tribunal correctionnel de Lyon, le 7 janvier 2019
Philippe Barbarin, cardinal-archev^que de Lyon, devant le tribunal correctionnel de Lyon, le 7 janvier 2019 © Radio France - Jeff Pachoud

Abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 2000 e kred an dud e Bro Frañs kontañ ar pezh zo c'hoarvezet ganto. Alies e vez ar memes istor ganto. Yaouank e oant, masikot pe skout, 9 bloaz o doa lod, 12 pe 14 lod all. Ur beleg a lavare dezho chom gantañ hep den ebet all hag aze e poke outañ, e tage anezhañ. Ha den ne lavare tra. Mut e chome ar vugale ha ken mut ha-se e chome an Iliz. An afer Preynat ha Barbarin e Lyon n'eus diskouezhet mat pegen kriz eo evit ar vugale bet taget. Tem diviz ar Yaou e oa fenoz. 

Ganeomp e oa an Tad Daniel a Gerdanet deus parrez Kastellin ha Guillemette In, ur gatolikez yaouank. Pellgomzet hon oa ivez da Herve ar Bihan, rener skol-veur Roazhon 2 evit kaozeal diwar-benn ar werzenn "Taol louz Begard " bet skrivet e 1927 diwar-benn daou veleg bet kondaonet. 

Evit gouzout hirroc'h e c'hellit lenn ivez al levr "Enragé !" (ed. Skol Vreizh ) deus Jean-Pierre Le Roux. Kontañ a ra dre ar munud penaos e oa bet taget e-pad e yaouankiz e Breizh Izel. 

An tad Daniel a Gerdanet ha Guillemette In
An tad Daniel a Gerdanet ha Guillemette In © Radio France - Tudi Crequer

Épisodes

Tous les épisodes

Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 24 juin 2021
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 17 juin 2021
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 10 juin 2021
52 min
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 3 juin 2021
22 min
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 27 mai 2021
22 min
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 20 mai 2021
21 min
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 13 mai 2021
21 min
Micro France Bleu

Diviz Ar Yaou

Le 6 mai 2021
21 min
Publicité
Logo France Bleu