An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Sécurité routière
Sécurité routière © Radio France - Andy Hayward - EyeEm

Diviz ar Yaou - Stad an hentoù e Penn ar Bed

Diffusion du jeudi 21 novembre 2019 Durée : 29min

'barzh Diviz ar Yaou emberr e reomp anv deus ar gwallzarvoudoù war hentoù Penn ar Bed. Daou gouviad a zo ganeomp evit toullañ kaoz.

Daou gouviad

  • Solange Creignou, itron-maerez Sant Tegonneg ha dilennadez e Kuzul Departamant Penn ar Bed.
  • Gérard Le Duff, e-karg deus an hentoù e departamant Penn ar Bed.

Pegement a dud a vez war hentoù an departamant bemdez ? E pe' stad emañ an hentoù amañ er vro ?

Gant departamant Penn ar Bed e vez kinniget abadennoù 'vit ma tiwallfe muioc'h an dud war an hentoù. Da-skouer gant al lugan chantier = ralentissez. Ha dañjerus e vez pa vez chantier war an hentoù ? 

Testeni Yann Charlez Caudal a glevomp ivez. Paotr ar Morbihan a zo ampechet goude ur gwallzarvoud war an hent.

Petra eo an traoù a zo kaoz e vez gwallzarvoudoù e Penn ar Bed ? An alkol, an tizh, an telefon ? 

Radarioù nevez a vo staliet war an hentoù. Ezhomm bras 'zo deus outo ? 

E Plouzeniel 'zo bet ur gwallzarvoud mantrus nevez 'zo. N'eo ket an hini kentañ... Penaos 'vije tu ober evit suraat an hent daonet-se ? 

E Penn ar Bed e vez kalz a drakteurioù hag a gamionoù war an hentoù, dañjerus eo ? 

Peseurt labourioù a vo graet en departamant er bloavezhioù da zont ? 

Hag an tizh ? Cheñchet penn d'ar vazh gant ar 80 km/eur ?

An holl c'houlennoù-se a glaskomp dirouestlañ e-pad Diviz ar Yaou.

Mots clés