Toutes les émissions

An Diviz

Le jeudi à 19h10.

Aozet e oa bet an diviz bras-mañ er Manu e Montroulez
Aozet e oa bet an diviz bras-mañ er Manu e Montroulez © Radio France - Nolwenn Quioc

An diviz bras : adselaouit an abadenn ispisial enrollet e Montroulez

Diffusion du jeudi 14 mars 2019 Durée : 1h

Da geñver an diviz broadel bras, "le grand débat national" e oa bet aozet un diviz e brezhoneg e Montroulez d'ar Sadorn 9 a viz Meurzh. Deuet e oa 80 den da gomz diwar-benn an demokratelezh, an digreizennañ hag ar geodedouriezh.

Adselaouit an diviz amañ : 

Adkavit an abadenn war francebleu.fr pe war al lec'hienn soundcloud : https://soundcloud.com/france-bleu-breizh-izel/an-diviz-bras-e-brezhoneg 

Plijet e oa bet an dud da gemer perzh en un abadenn a seurt-se e brezhoneg penn-da-benn. Herve Gourmelen, ezel deus Ar Falz, ha kuzulier-kêr e Ploulec'h en deus kavet e oa "uhel awalc'h an tabutoù gant tud a skiant-prenet hag a gemere ar gomz. Dreist-holl da skouer etre an daou zepute a oa deuet."  

"Dedennus tre eo bet tout ar pezh zo bet, kaoz ez eus bet deus broioù Europa hag e lec'h all ivez evit keñveriañ evit ar pezh a c'hellfe bezañ graet amañ. _Me zo lentig un tammig ha ne meus ket kredet komz met kavet em eus dedennus tre_. Un diviz nemetken n'eo ket marteze awalc'h. " eme da skouer Margaux goude an diviz. Hervez

Rentañ kont an diviz 

Titouroù : Enrollet e oa bet an diviz er Manu e Montroulez, d'an 9 a viz Meurzh etre 2e30 ha 4e30 goude merenn. Selaouit an abadenn ispisial fenoz, d'ar Yaou 14 a viz Meurzh, adalek 19e15 war francebleu.fr. Moien e vo deoc'h adselaou anezhi eveljust dre podkast goude-se.