- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Infos
- Rendez-vous d'actualités
- Kas e fri 'maez an ti e-pad an hañv
Kas e fri 'maez an ti e-pad an hañv
"Kas e fri 'maez an ti e-pad an hañv", setu tem Diviz ar Yaou ar sizhun-mañ. Teir flac'h o deus kontet deomp diwar-benn ar mor koulz hag an douar ha roet alioù fur deomp da brofitañ deus ar vro 'pad ar vakañsoù.
Seier kein e Breizh
Riwanon an Habask he deus labouret war ur raktres seier kein graet evit ar strollegezhioù lec'hel. Feurmet e vezont d'ar familhoù a fell dezho dizoloiñ maezioù ar vro, ar glad, an natur. Peadra a gaver e-barzh evit sellet ouzh al loened ha boutañ speredoù ar re vras hag ar re vihan.
Dizoloiñ Molenez hag an enezeg, war droad ha war gayak
Agathe Seité, plac'h Molenez a ginnig pourmenadennoù hentet war an enezenn vihan hag a zo etre Konk Leon hag Eusa. Daoust ma n'eo ket bras ar roc'h ez eus peadra da zizoloiñ. He gwaz Quentin a ginnig-eñ pourmenadennoù war vor gant bep a gayak en enezeg. Breizh Kayak Evasion a zegemero ac'hanoc'h e galleg koulz hag e brezhoneg, e Molenez.
Splujañ e Kameled
Hannah Moal a ginnig d'an dud splujañ e Kameled e ledenez Kraoñ. E foñs an dour ivez eo pinvidik an teñzorioù e Breizh ha muioc'h-mui e klask an dud oberiantizoù divoutinoc'h divoutinañ.