Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

10min

Keleier Noz 7 eur - Ar Yaou 15 a viz Kerzu

le jeudi 15 décembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
Asteriks ha Kleopatra, nevez-troet e brezhoneg gant Dizale
Asteriks ha Kleopatra, nevez-troet e brezhoneg gant Dizale - BreizhVOD

Er c'heleier fenoz ez eus bet lakaet ar gaoz gant Enora Molac war obidoù Jeanne Guéguen e Loktudi, war bilañs an dibenn-sizhun dastum boued ar "Banque alimentaire", ha war div dresadenn-vev nevez-troet e brezhoneg : Asteriks ha Kleopatra, ha 12 labour Asteriks.

Lidet ez eus bet obidoù Jeanne Gueguen hiziv

Douaret eo bet ar vigoudenn mil-vrudet eus Loktudi, bet anavezet dre ar bruderezh Tipiak. An hini ziwezhañ eo a chome eus an abadenn gentañ. Rentet ez eus bet enor d'ur vaouez a-feson, a oa atav prest da sikour an dud, o deus lavaret e familh. Ha leun-chouk e oa iliz Loktudi, gant mignoned deuet da lavarout dezhi "Kenavo d'ar baradoz !".

Nebeutoc'h a draoù dastumet gant Bank ar Boued ar bloaz-mañ.

Evel bep bloaz e oa an dud a-youl vat er gourmac'hadoù, 3 sizhun zo, d'ar 25 ha 26 a viz Du, evit goulenn digant ar pratikoù reiñ boued evit ar "Banque alimentaire". Met ar bloaz-mañ ez eus bet roet 2 dre gant nebeutoc'h a voued gant an dud. Hervez Charles Normant, e-karg eus merañ stok Bank ar Boued, eo peogwir e vez difennet bremañ da reiñ seier plastik d'an dud.

Asteriks hag Obeliks a oar brezhoneg !

Ma z'oc'h sot gant troioù-kaer ar galianed-mañ, setu ur menoz evit ur prof Nedeleg : troet ez eus bet div dresadenn-vev eus Asteriks e brezhoneg : Asteriks ha Kleopatra, ha 12 labour Asteriks. Gant Dizale eo bet troet e brezhoneg, ha kavet e vez war lec'hienn BreizhVOD. Gant David Huilizen ez eus bet displeget penaos ez eus bet labouret war ar raktres-mañ.