Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz 7 eur - Al Lun 12 a viz Kerzu

Par le lundi 12 décembre 2016
Podcasts : iTunes RSS
C'hoari a raio Bagad Bro Kemperle war leurenn unan eus brasañ gouelioù metal e Europa
C'hoari a raio Bagad Bro Kemperle war leurenn unan eus brasañ gouelioù metal e Europa

Biskoazh kement all ! Laeron aet ganto pred Nedeleg, ur c'hrenn-douar e Bro-Leon hag ur bagad en Hellfest.

Aet pred Nedeleg gant al laer !

E Tremeven-Kemperle eo bet dipitet, sur-mat, ar vugale oc'h erruout er skol ar mintin-mañ : desket o deus e oa bet laeret pred Nedeleg, a oa da vezañ servijet dezho warc'hoazh da greisteiz. Laeret ez eus bet toud ar boued a oa e preti ar skol e-pad an dibenn-sizhun. An holl ditouroù gant Enora Molac.

Krennet en deus an douar disul da noz

N’eo ket ar wech kentañ e c'hoarvez seurt traoù e breizh, met ar wech-mañ eo bet kreñv a-walc'h : 3.9 derez war skeul Richter. Ha gant ar skiantourien eo bet merzet ez eus bet seizh krenn-douar bihan abaoe diriaou. Hini dec'h, c'hoarvezet da 10 eur hanter noz, gant e greiz en Drenneg, a zo bet santet e Bro-Leon a-bezh.

Ur bagad en Hellfest

Gant Bagad Bro Kemperle e vo sonet en unan eus brasañ gouelioù metal Europa : an Hellfest, e Klison. Gant strollad ar "Ramoneurs de Menhirs" e vint war al leurenn. Abaoe bloaz hanter e vezont o labourat war ar raktres-mañ gant ar strollad. Muioc'h a zisplegadennoù gant Morgane Le Coz, a zo bet o kanañ gant ar bagad, hag a anavez mat anezhañ.