Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Keleier Noz, les infos en breton

Par le lundi 16 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Emmanuel Macron en deus kejet gant labourerien douar eus Penn ar Bed
Emmanuel Macron en deus kejet gant labourerien douar eus Penn ar Bed © Radio France - Anne Treguer

Er c'heleier fenoz ez eus bet lakaet ar gaoz war Emmanuel Macron, a zo o kabaliñ e Breizh hiziv ha warc'hoazh, war ar riv o tont er vro, war Levr ar Janglenn e brezhoneg ha war ar filmoù-bevaat kinniget d'ar vugale.

Emmanuel Macron o kabaliñ e Breizh Izel

Ministr kozh an ekonomiezh, a zo war ar renk evit an dilennadegoù prezidant, a zo e Breizh, hiziv ha warc'hoazh. Gweladennet en deus un atant e Ploeven, etre Douarnenez ha Kastellin, ha kejet en deus gant implijidi ar stal Salaun, a-raok un emvod bras gant e suporterien, e tachenn an diskouezadegoù e Kemper. Er c'heleier ez eus bet klevet Marc Andro, bet eil-maer Kemper, ezel eus ar PS abaoe 2005... ha skoazell eus Emmanuel Macron.

Ne vo ket tomm-tomm ar sizhun-mañ !

Erruout a ra aer yen eus Skandinavia war Frañs, ha yen-du e vo war al lodenn vrasañ eus Frañs. Diskenn a raio ar wrez betek -10°, hag adalek warc'hoazh, e vo ken yen ma ne deuzo ket ar rev e-pad an devezh. Amañ e Breizh ne vo ket ken fall, met memes tra e vo ret diwall rak ar riv. Muioc'h a zisplegadennoù gant Gwenole Gevel, bet meteorologour.

Kroget eo gant an droiad filmoù-bevaat evit ar vugale !

Mab ar Gruffalo, Ar Mulod o Pentañ Lern hag E Barr Uhelañ ar Bed a vo tu d'ar vugale mont da welout er sinema, e brezhoneg mar plij, gant o skolioù. Ar 15vet troiad an hini eo evit Daoulagad Breizh ha Dizale, bet advouezhiet gantañ ar filmoù. Selaouit reportaj Joan Bizien er c'heleier.

an tri film kinniget da vugale ar skolioù gant Daoulagad Breizh ha Dizale - Aucun(e)
an tri film kinniget da vugale ar skolioù gant Daoulagad Breizh ha Dizale -

"N'eus ket ezhomm kalz evit bezañ laouen!" a gan bremañ Baloo ha Mowgli

Berzh a ra troidigezh Levr ar Janglenn, bet skrivet gant Rudyard Kipling e 1894, ha lakaet e brezhoneg gant ti-embann Aber. Pierette Kermoal, e penn an embannadurioù, a gont deomp muioc'h war al levr er c'heleier.

Levr ar Janglenn - Aucun(e)
Levr ar Janglenn - Aber