Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

10min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le jeudi 19 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Armel le Cléac'h, laouen met skuizh oc'h erruout er Sables d'Olonnes
Armel le Cléac'h, laouen met skuizh oc'h erruout er Sables d'Olonnes - Jean-Marie Liot / DPPI / Vendée Globe

Fin ar redadeg evit Armel le Cléac'h, ar fosfin e maiz Triskalia, ha bugale ar skolioù oc'h ober gant an amzer yen : setu keleier fenoz.

Armel le Cleac'h, roue ar morioù !

Paotr Kastell-Paol a zo erruet er Sables d'Olonnes hiziv, da 4e30 goude kreisteiz, aet ar maout gantañ er Vendée Globe. Fromus eo bet erruout Armel le Cleac'h, goude 74 devezh war vor. Heuliet eo bet gant milieroù a dud abaoe penn kentañ ar redadeg, en o zouez Tangi le Bot, paotr ar bigi dre lien, hag a zo bet klevet er c'heleier.

Petra zo c'hoarvezet gant maiz Triskalia ?

Un emvod a zo bet e prefeti Penn-ar-Bed hiziv evit komz eus ur vatimantad maiz a zo c'hoazh o c'hortoz e porzh Brest. Kavet ez eus bet "fosfin" e-barzh, ur gaz a vez implijet evit lazhañ an amprevaned e-barzh ar bigi, hag a zo sañset mont diwar-wel pa vez digoret dorioù al lestr-karg. Goulven Thomin, labourer-douar bio hag ezel eus Europa Ekologiezh ar Re C'hlas, a ro deomp e santimant war an afer-se.

Un dro en ur porzh-skol

Yen an amzer er mare-mañ ! Ha yenoc’h-yenañ, e vo, gant betek -7° e-pad an noz e lec'hioù zo eus Breizh. Penaos e vez graet gant ar vugale er skolioù e-pad an ehanoù ? Evit gouzout, selaouit hor reportaj e-barzh ur skol eus ar vro !