Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

13min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le lundi 23 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Ar breizhad Benoit Hamon en deus tapet ar muiañ a vouezhioù e tro gentañ rak-dilennadeg an tu kleiz
Ar breizhad Benoit Hamon en deus tapet ar muiañ a vouezhioù e tro gentañ rak-dilennadeg an tu kleiz © Maxppp -

Rakdilennadeg an tu kleiz, saotradur an aer, Jeremie Beyou e trede plas ar vendée Globe ha Kib melldorn ar Prezidant en Arena : setu keleier al lun 23 a viz Genver.

Benoit Hamon, souezhadenn rak-dilennadegoù an tu kleiz dec'h

Tapet en deus 36% eus ar mouezhioù, dirak Manuel Valls gant 31%. Koulskoude e oa sañset bezañ ar muiañ a chañsoù gant an hini a zo bet ministr kentañ. "Ar pezh en deus displijet, d'am soñj, eo n'en deus ket cheñchet ali war ar "49.3", a respont Herri Morvan, eil sekretour ar PS e Landerne. Hag ouzhpenn-se, hervez-se, re a gomzoù a vez gantañ diwar-benn :"Aze emaomp er brezel, ret eo lakaat urzh, muioc'h a c'halloud evit ar polis".

Pezh en deus plijet d'an dud eo kinnigoù nevez Benoit Hamon - Herri Morvan

"Gwir eo ez eus dañjer a walldaolioù, a gendalc'h Herri Morvan, met memes tra e c'hortozemp anezhañ war kinnigoù war an dachenn ekonomikel ha sokial. Pezh en deus plijet eus perzh Benoit Hamon eo ar c'hinnigoù nevez en deus graet."

Saotret an aer c'hoazh warc'hoazh

Abalamour d'ar rannigoù munut a vez an aer er mare-mañ ez eus bet diskennet an tizh aotreet war hentoù-bras ar Morbihan, Il-ha-Gwilen hag Aodoù-an-Arvor. Warc'hoazh ez aio un tammig gwelloc'h er Morbihan, met chom a ra diaes da analiñ evit ar re a zo bresk o yec'hed. Perak e c'hoarvez seurt traoù, ha petra ober ? Ar respont er c'heleier !

An trede plas er Vendée Globe evit Jeremie Beyou

Erruet eo Jeremie Beyou er Sables d'Olonnes, goude 78 devezh, 6 eurvezh, 38 munut ha 40 eilenn war vor. Tapout a ra an trede plas, a-dreñv da Armel le Cleac'h, erruet diriaou, hag Alex Thomson digwener. Un eil breizhad, eus bae Montroulez evel Armel le Cleac'h, a vo war ar podiom neuze : a-orin eus karantek emañ ar martolod.

Er c'heleier ez eus tu deoc'h selaou Yvan Kerever, a zo sot gant ar redadegoù war vor, hag a zo bet er memes klas "sport ha studi" ha Jeremie Beyou el lise e Brest.

Kib ar bed melldorn zo bet c'hoariet e Brest

A-raok krogad skipailh Frañs, warc'hoazh da noz, a-enep Suedia, evit ar c'hard gourfenn, e kinnigomp deomp ober un dro en Arena, e Brest, lec'h ma ’z eus bet c'hoariet matchoù "Kib ar Prezidant", evit ar skipailhoù diwezhañ. Hiziv ez eus bet c'hoariet ur c'hrogad etre Bahrein hag Angola, hag amañ e oa ivez bugale skol Divyezh Plougastel.