Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

14min

Keleier Noz, les infos en breton

Par le mardi 24 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Ar pred en ur preti-skol
Ar pred en ur preti-skol © Maxppp -

Lizhiri kaset da Stephane le Foll gant labourerien-douar, ar boued bio e pretioù ar skolioù hag ar brezhoneg war vord kanol Naoned-Brest e keleier fenoz.

Degaset e vo ur bern traoù da Stephane le Foll gant paotr al lizhiri

An Apli, sindikad produerien laezh, a c'halv an dud da gas ar memes lizher da Stephane le Foll, an holl asambles, warc'hoazh, evit lakaat ar gaoz, ur wech c'hoazh, war kudennoù al labourerien-douar. Miz zo ez ae da anaon Jean-Pierre le Guelvout, saver saout-laezh e Moreac, er Morbihan, en em lazhet abalamour d'ar jeu en e atant. El lizher, a vez kavet war lec'hienn an Apli, e vez goulennet kemer muzulioù buan-tre evit sikour ar beizanted. Muioc'h gant Gilles Philippe, produer-laezh e Ploneiz.

20% a voued bio er c'hantinoù a-benn tri bloaz.

Hervez al lezenn e vo ret d'ar pretioù skol lakaat 20% eus boued bio e-barzh o fredoù, ha 40% eus produioù eus ar vro a-benn 2020. Ha trawalc'h a broduioù hag a labourerien-douar bio a vo ? Ha na gousto ket kêroc'h an traoù evit tud ar vugale ? Hag-eñ e cheñcho an doare da zebriñ evit ar re vihan ? Setu un nebeut goulennoù a zo bet respontet dezho gant Mark Paugam, labourer-douar bio hag ezel eus strollad a vod labourerien-douar hag a bourchas produioù bio d'ar pretioù.

Muioc'h a vrezhoneg war vord kanol Naoned-Brest

Ar c'hoant a zo gant ar Smatah, sindikad ar c'hanol, lakaat muioc'h a vrezhoneg war ar panelloù. Aozet e vez atalieroù evit labourat war anvioù hag istor ar skluzioù. Unan a oa hiviz e Kastell-Nevez ar Faou.