Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

12min

Keleier Noz 19e, Joan Bizien

Par le mercredi 25 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
Francis Joyon hag e akipaj o doa kuitaet porzh Brest d'ar 16 a viz Kerzu 2016
Francis Joyon hag e akipaj o doa kuitaet porzh Brest d'ar 16 a viz Kerzu 2016 - JM Liot

Tabut etre div tro rakvotadeg an tu kleiz ledan, trofe Jules Verne pilet gant Francis Joyon, krogad melldroad etre repuidi ha liseidi yaouank eus Montroulez : keleier ar Merc'her 25 a viz Genver.

Benoit Hamon / Manuel Valls : tabut an tu kleiz

Benoit Hamon / Manuel Valls, setu an tabut 'vo dalc'het fenoz etre an daou zen war ar renk evit rakvotadeg an tu kleiz ledan. Serj Moelo, aotroù-maer Silieg a ro deomp e soñj er c'heleier-mañ. Da 8e15 warc'hoazh vintin 'vo pedet ganeomp war-eeun Jañ-Luk Bleunven, depute Penn-ar-Bed.

Pilet 'vo rekord trofe Jules Verne gant Francis Joyon hag e akipaj

Goude 40 devezh war vor 'vint e porzh Brest warc'hoazh vintin. Un taol-kaer eo ha laouen-tre eo izili ar gevredigezh Labourerien-douar Breizh, sikouret int bet gant Francis Joyon.

Trimaran IDEC SPORT - Aucun(e)
Trimaran IDEC SPORT - JM LIOT / DPPI / IDEC SPORT

E Montroulez ez eus bet ur c'hrogad melldroad digustum

Repuidi o doa c'hoariet melldroad gant Breizhiz yaouank eus lise labour douar Suscinio e Montroulez. Pedet oant bet diwar intrudu ul liseanez troet war kenskoazell an estrañjourien divroet.