Émissions Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

11min

Keleier Noz 19e, Joan Bizien

Par le jeudi 26 janvier 2017
Podcasts : iTunes RSS
E korv 40 devezh, 23 eurvezh, 30 munut ha 30 sekondenn o deus kaset da benn tro ar bed e-barzh ur vag dre lien.
E korv 40 devezh, 23 eurvezh, 30 munut ha 30 sekondenn o deus kaset da benn tro ar bed e-barzh ur vag dre lien. © Maxppp - Maxppp

Rekor Trofe Jules Verne pilet gant Francis Joyon hag e akipaj, plakennoù straed e brezhoneg lakaet e kêr Naoned, ar webradio CanalBreizh evit selaou sonerezh Breizh a-hed an devezh : setu keleier ar Yaou 26 a viz Genver.

Gourc'hemennoù da Francis Joyon hag e akipaj !

Ur sapre taol-kaer eo bet graet gant Francis Joyon hag e akipaj... Pilet o deus rekor trofe Jules Verne. Dindan daou-ugent devezh o deus graet tro ar bed war vor. Ur bern tud oa deuet da Vrest hiziv evit degemer anezhe.

Goude Roazhon eo bet divizet lakaat plakennoù straed e brezhoneg e Naoned...

An hini gentañ zo bet lakaet hiziv e straed ar c'hastell. Laouen-tre eo Pierre-Emmanuel Marais, dilennet eo ti-kêr Naoned.

Evit selaou sonerezh Breizh noz ha deiz e c'helloc'h bremañ mont war Canal Breizh

Lañset eo bet ar webradio-mañ gant Dastum ha Tamm Kreiz. Ul lec'h evit klevout sonerezh Breizh a-vremañ ha dielloù. Hiroc'h 'vo klevet er c'heleier-mañ.